evel an hini a ra eman d’an éol, da lavaret ê é chach eun tam var-zu an anter-noz betec ar c’hann ; neuze e talc’h var-zu ar c’hreiz-dé betec ma tosta d’al loar nêvez ; rac remerquet o peus al loar o passeal cazi a uz o penn aroc ma ve leun, hac en e discarg o font da zével calz pelloc’h var-zu ar c’hréis-dé.
Disquel e ra deomp ar memeus costez atao ; var-zé e deveehou hac e nozvechou n’int quet evel om ré péré o d’eus lec’h en peder heur varn-uguent ar pez a vé an douar oc’h ober eun dro varn-an e-unan.
An dé eta el loar a bâd an anter d’eus ar pez a laca da ober e zro, da lavaret-ê trizec dervez uguent heur unan hac anter-cant minud, hac an noz quement-all.
Credi ran penos an donar a ro sclerijen ive d’al loar er memeus fècon evel ma ro-y déan. E blavez a zo evel om hini, pa ê guir en-em heuillomp epad ar bla en dro d’an éol.
Lavaret em eus dija penos an éol en eur drêi varn-an e-unan eb chanch a blaç, d’eus an Occidant var-zu an Oriant é chach en dro déan dre ar memeus direction eunnec planéden. Bea zo anê seiz vras ha peder vian, placet en distançou pelloc’h pe dostoc’h d’eus ountan.
An astronomet o d’eus convénet d’eus a beb