Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

c’huz-éol d’ar zao-éol, en eur feçon ma ra-y tro an douar en seïz dervez varn-uguent seïtec heur ha tri ha daou-uguent minud.

Evit compren guelloc’h ar pez a lavaran hac ive evit gout pérac e cresq hac e timinu al loar, heulliomp anei oc’h ober e zro : roït mad attantion.

Supposomp e maomp en nosvez aroc hini all loar neve. Neuze e ma-y entre an douar hac an eol ; Ne velomp quet anéi pa ê guir n’en d’ê sclerijennet nemet d’eus coste an éol ; mes e forz da vale varzu ar zao-éol, aben an noz-vez goudé e seo varn-y an éol eun tam d’eus e bord d’eus coste ar c’huz-éol ; en noz-vez goudé e veler muioc’h d’eus outi, ac evel-se beb noz.

Erfin pa zigoe d’ei bea o sevel pa ve an éol o font da guzet neuze ve ar c’hann, da lavaret-é, e ve rond evel eur billic-crampoez ; rac neuze e ma an éol leun dirazi.

En deyou goude ar c’hann e ve êt an éol da guzet pell aroc ma sao al loar ; neuze e timinu dre ar c’hoste control rac e sclérijen a deu déi ive d’eus ar c’hoste control, ha dre ma tosta d’an éol e timinu betec mont adarré da netra abalamour ma ve étré ni hac an éol evel ma meus-an lavaret.

Ne gredan quet e ve util lavaret pérac e retard al loar var dro tri c’hardeur bemdé da zével, rac pa ouzor e za d’eus ar c’huz-éol var-zu ar zao-éol e comprener penos ne gle quet sével er memeus heur evel an dervez aroc pa ê guir e d’eus baleet var-zu ar zao-eol epad eun dervez ac eun nozvez.

An dro a ra an astr-sé d’an douar a zo