Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Pon - ar c'hemener RBV,1889.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
LA CHANSON DU TAILLEUR



2. — Mes plantet barz eur zouleg kerc’h,
Oll chass ar barouz war he lerc’h.
Ann diveradur deuz ar gwe
Roi dour binniget war he ve.

3. — Pa c’h a Iann-Gluch d’ar pardonio,
Ve leun he c’hod a veskenno,
Vit ma laro ’r plac’had iaouank :
« Ar c’hemener a neuz arc’hant. »

4 — Sellet er-fad, mar n’hoc’h ket luch,
Ar pratisien deuz he gluch,
Gant-han eur roched lien moan,
Eur paste mad a c’hal dindan.

5. — Pa zav Iann-Gluch diwar he nez
E lar ann oll : « Aman zo c’houez ! »
Ha pa gerz war leuren ann ti,
Lak ann oll ho dorn war ho fri.

6. — Eunn devez ar mestr kemener,
O labourat da Zagober,
A gavaz parchans eul laouen
War dillad ar roue kristen

7. — Hep marc’hata ar c’hemener
A droc’h al laouen dre nanter,
Ha kerkent n’em lak da lipat
He wenkle ruiet gant ar goad.

8. — Setu aze enn he zoursen
Gwir noblans ar gemenerien,
Rak aboue a lar ann dud fall
Penoz int deuz ar goad roial