Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/95

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —


Hinihue hoah me mès admiret
Er bélèk en dès predéghet.
Gouyet, ’mé en eutru Curé,
Gouyet mad petra-é er fé ;
Hi zo er mein fondamental
Ag hun doctrine en général.
Ya, kement-cé a zo predek !

er vam-gouh.


Ya, mæs non pas é brehonek !

en eutru person.


Mem bugalé, cheleuet bloh
Er péh a yan de larèt d’oh :
Ghirieu gal zo mad é gallek,
Ne dallant tra é brehonek.
Chetu enta me chonj-mé :
Ghet mam-gouh ’ma er huirioné !


————