Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
HISTORIK.

vougô két, ha skrignet gand eur prénv ha na varvô két, da lavaroud eo, gand ar vroudou eûz hô c'houstians. Énô éma al lénvou hag ar skrignou dent, da lavaroud eo, ann doan, ar mantr hag ar gounnar.

Goulenn. Hag er béd-man eo é tléomp géda béza euruz. Lavar. Nann ; goudé ar marô hép-kén eo. G. Hon énéou hag hî a varv ivé gand hor c’horfou. L. Nann, na hellont két mervel. G. Hor c’horfou hag hî a varv évit bikenn. L. Nann, hôgen bétég ânn Dazorc’hidigez hép-kén. G. Pénaoz é c’hoarvézô ann Dazorc’hidigez. L. Ar ré-varô holl a géméro adarre ann hevélep korfou hô doa pa oant béô, évit béza kaset da varn Doué. G. Pétrâ a zeûint-hi goudé ar varn. L. Divez ar ré vâd a vézô ar Vuez peûr-baduz. G. Na divez ar ré-fall. L. Ar marô peûr-baduz. G. Pétrâ eo ar Vuéz peûr-baduz. L. Ann éhan eo ha lévénez ar Baradoz. G. Pétrâ eo rouanlélez ânn Énvou. L. Ann hévélép trâ eo. G. Pétrâ eo eurusded ar Zent. L. Gwélout Doué eo. G. Pétrâ eo ar marô peûr-baduz. L. Enkrez ann ifern eo. G. Pétrâ eo hé boaniou. L. Ann dévalien, ann tân, broudou ar goustians.




UNNÉKVED GENTEL.
Eûz a Béden ann Aotrou.

Chétu Péden ann Aotrou : « Hon tâd péhini a zô enn Énvou ; da hanô bézet meûlet, da rouan-