Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
KATÉKÎZ


DÉKVED GENTEL.
Eûz ann Dazorc’hidigez hag eûz ar Vuez peûrbaduz.

Na dléomp két servicha Doué, war c'héd da véza euruz er vuez-man, é péhini aliez ann dûd fall a zô enn eûr-vâd, hag ann dûd vâd enn enkrez. Goudé ar marô éma hon holl c’héd. Kridi a réomp pénaoz hon énéou na varv két, ha pénaoz hor c’horfou hô-unan, goudé béza bét breinet ha skignet, a vézô eunn deiz da zont lékéat enn hô slad kenta gand ann holl-c’halloud eûz a Zoué, hag unanet adarré gand hon énéou héb béza mui rannet diout-hô ; kément-sé eo a c'halvomp Dazorc’hidigez ar c’hik. Enn deiz divéza ar ré-varô a zazorc’hô évit mond d’ar varn gand hô c’horfou hô-unan ; ar Vuez peûr-baduz a vézô gôbr ar ré-vâd, ar marô peûr-baduz a vézô poan ar ré-fall. Ar Vuez peûr-baduz a zô hévélébékéet er Skritur oud eur banvez pé oud eunn eûreûd évid diskouéza al lévénez anézhi : Rouantélez eo hanvet ivé, évid diskouéza pénaoz ar Zent a zô kalz eurusoc’h enn Énv, égét né d-eo ar rouéed war ann douar. Ann hanô a Baradoz â zô da lavaroût eul liors dudiuz. Hôgen gwîr eurusded ar Zent eo gwelout splann Doué, péhini eo ar c’haerded hag ar vadélez dreist-holl. Enn-énep ar ré-zaonet a zô enn ifern, péhini eo eur prizoun eûzuz, eul léac’h ténval é péhini ind devet gand eunn tan ha na