Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
KATÉKÎZ

heûlia ann Aviel gant mui a léalded, a gavaz gwelloc’h en em ranna eûz ar béd. Ar ré-man a oé hanvet Ménec’h, da lavaroud eo, hô-unan pé léaned. Ar ré gloka a oé enn Éjipt é péléac’h é oent réoliet gant Sant Anton. Paour brâz é vévent ; iuni a réant bemdéz diwar bara ha dour ; laboura a réant bépréd gand hô douarn ; eûr sioulded brâz a virent ; nébeûd é kouskent ; aliez brâz é pédent Doué hag é prédérient ar Skritur Santel. Ar vuézégez-zé en em skignaz dré ann holl Gristénez, ha Sant Bénéad a réaz eur réol péhini a zô bét heûliet ar muia é Brôiou ar c’hûs-héol.

Goulenn. Ann heskinou hag hî a vihanaaz kalz ann niver eûz ar Gristenien. Lavar. Enn-énep, seûl-vui ma lazed eûz anézhô, seûl-vui é tistrôé ann dûd ouc’h Doué. G. Pérâk n’en em zifennent-hi kéd a-éneb ar Baganed. L. Doué a verz en em zispac’ha a-éneb hé Roué war nép zigarez é-béd. G. Piou a oé ar c’henta Impalaer Kristen. L. Konstantin. G. Pé gemm a c’hoarvézaz neûzé. L. Pép Frankiz a oé rôet da zervicha Doué. G. Peûr é téraouaz ano darn-vuia eûz ar Gristenien en em laoskaat. L. É-trô ann hévéleb amzer. G. Pétrâ a réaz ar ré a fellé d’ézhô béva gant mui a léalded égéd ann darn-vuia. L. En em denna a réjond enn distrô. G. Pénaoz é oant-hi hanvet. L. Ménec’h, da lavaroud eo léaned. G. Pénaoz é vévent. L. Iuni a réant bemdéz ; laboura a réant gand hô daouarn ; pidi a réant bépréd.