Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
HISTORIK.






EIL GÉVREN,
PÉHINI A ZALC’H É BERR GOMSIOU
AR GÉLÉNADUREZ GRISTEN.




KENTA GENTEL.
Eûz ar Feiz, eûz ann Espérans hag eûz ar Garantez.

El lézen Gristen éz eûz péder gévren : Sembol ann Ébestel, Péden ann Aotrou, Gourc’hémennou Doué hag ar Zakramanchou. Er Sembol é kaveur ar péz a dléomp da gridi dré ar feiz ; er Béden, ar péz a dléomp da c’houlenni gant espérans ; Gourc’hémennou Doué a ziskouéz d’é-omp ar péz a dléomp da ôber dré ar garantez, da lavaroud eo, dré garantez Doué ha dré hé c’hrâs, a zigéméromp dré ar Zakramanchou. Dré-zé holl lézen Doué a zô pâr d’ann teir vertuz-man, ar Feiz, ann Espérans, hag ar Garantez. Na hellomp kéd hô c’haout ac’hanomb hon-unan ; réd eo é teûfé Doué d’hô rei d’é-omp dré hé vadélez. Dré ar Feiz é krédomp stard kémend en deûz Doué diskieriet d’hé Iliz, da lavaroud eo, da strollad