Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
HISTORIK.

gand armou évit kregi é Jézus. G. Péléac’h é kaschond anézhan. L. Da dî Gaifaz ar Bélek-brâz. G. Pétrâ a zeuaz ann Ébestel. L. Holl é tec’hchont. G. Pétrâ a réaz Sant-Per. L. Teir gwéach é tinac’haz Jézuz. G. Eûz a di Kaifaz péléac’h é oé kaset Jézuz. L. Da dî Pilat. G. Pétrâ a oé gréad d’ézhan énô. L. Skourjézet é oé ha kurunet gant spern.




KENTA GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Varô Jézuz-Krist

Pilat enn-divez a varnaz Jézuz d’ar marô, daoust pégémend a geûz en doa, hag é lékéaz hé gâs, goudé béza hé garget eûz hé groaz, enn eul léac’h hanvet Golgota pé Kalvar. Énô Jézuz a oé staged ouc’h ar groaz étré daou laer. Ar Groâz a ioa ar mézusa kastiz â anavézed neûzé : na varned d’ar marô-zé, néméd ar sklaved ha fallagred all, ha c’hoaz évid ar brasa gwallou. Jézuz a choumaz énô bété ma oé sévénet ann holl ziouganou. Pa varvaz, ann héol a dévaléaz, ann douar a grénaz, ar bésiou a zigoraz, ar ré-varô a zavaz béô. Eur gwéner é oa, é deiz ar Bask, pa lazed ann oan, péhini a oa ann doaré eûz a Jézuz-Krist. Ével-sé hé varô a oé ar gwir sakrifiz, eûz a béhini ar ré all né oant bét néméd doaréou. Ar marô-zé a baéaz enn-holld’ann-holl barnédigez Doué évit pé-