Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
KATÉKÎZ

c’héjou ann dûd holl. Jézuz dinam a baéaz évid ar ré-gabluz : daspréna a réaz anézho gand hé wâd eûz a sklavérez ann diaoul, hag é tigoraz d’ézhô dré hé varô ann hent eûz ar vuez peûr-baduz.

Goulenn. Pénaoz é varvaz Jézuz-Krist. Lavar. Staged é oé oud eur groaz étré daou laer. G. Pétrâ é oa kastiz ar Groaz. L. Ar mezusa a oa neûzé. G. Pétrâ a c’hoarvézaz pa varvaz. L. Ann héol a dévaléaz, ann douar a grénaz, ar ré-varô a zavaz béô. G. Pérâg é varvaz Jézuz-Krist pa lazed ann oan Bask. L. Dré ma oa ann oan-zé doaré Jézuz-Krist. G. Pénaoz hé varô a oé-hén eur sakrifiz. L. Dré ma paéaz barnédigez Doué évit péc’héjou ann dûd holl. G. Da bétrâ éta é oa mâd ar sakrifisou all. L. Né oant némét Doaréou eûz a hini Jézuz-Krist. G. Pérâg é lévéreur pénaoz Jézuz-Krist en deûz hon dasprénet gand hé wâd. L. Dré ma en deûz hon dieûbet eûz a sklavérez ann diaoul. G. Pérâg é lévéreur pénaoz en deûz kased ar marô da gét. L. Dré ma en deûz digored d’é-omp ann hent eûz ar vuez peûr-baduz.




EIL GENTEL WAR-N-UGENT
Eûz a Zazorc’hidigez Jézuz-Krist.

Pa oé marô Jézuz, hé gorf a oé balzamet ha lékéat enn eur béz péhini a oé diwallet dré urz hé énébourien, ô véza ma wient pénaoz en doa