Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
HISTORIK.


Goulenn. Piou en deûz gréad ar béd ?
Lavar pé respount. Doué eo.
G. Eûz a bétrâ en deûs-hén hé c’hréat ?
L. Eûz a nétrâ en deûz hé c’hréat.
G. Pénaoz en deûs-hén hé c’hréât ?
L. Gand hé c’hér.
G. Pérâg en deûs-hén hé c’hréat ?
L. Évid hé c’hloar.
G. É péd dervez en deûz Doué kroued ar béd ?
L. É c’houéac’h dervez.
G. Pétrâ en deûs-hén kroued ar c’henta dervez ?
L. Ann énv hag ann douar, ha goudé ar goulou.
G. Hag ann eil dervez ?
L. Ann énv-stérédet a c’halvaz ann énv.
G. Pétrâ a réaz ann trédé dervez ?
L. Ann dour a rannaz diouc’h ann douar, hag é réaz d’ann douar lakaad da zével a bép rumm louzou.
G. Hag ar pévaré ?
L. Kroui a réaz ann héol, al loar hag ar stéred.
G. Hag ar pempved ?
L. Ober a réaz al laboused enn éar hag ar pesked er môr.
G. Hag ar c’houec’hved ?
L. Ober a réaz ann holl loéned zouarek, hag é toaréaz ann dén diouc’h hé skeûden.
G. Pétrâ a réas-hén enn-divez ar seizved dervez ?
L. Goudé béza krouet pép trâ é arzaôaz.
G. Eûz a bétrâ en deûs-hén gréad ar c’hentâ dén ?