Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
ar c’hanédigez.

bét miret d’as gwélout : Doué zo-kén en deûz diskouézet d’in da wenn.

12. Jozef ô véza hô zennet eûz a zivréac’h hé dâd, a azeûlaz oc’h en em strin̄ka d’ann douar.

13. Hag hén̄ a lékéaz Éfraim ouc’h hé zourn déou, da lavaroud eo ouc’h dourn kleiz Israel ; ha Manasé ouc’h hé zourn kleiz, da lavaroud eo ouc’h dourn déou hé dâd ; hag hô zôstaaz hô daou ouc’h Jakob.

14. Ha Jakob oc’h astenna hé zourn déou, hé lékéaz war benn Éfraim, péhini a oa ar iaouan̄ka, hag hé zourn kleiz war benn Manasé, pehini a oa ann héna, ô lakaat hé zaou zourn é kroaz. (T).

15. Hag hén̄ a vennigaz mipien Jozef, ô lavarout : Ann Doué dirâk péhini hô deûz kerzet va zadou Abraham hag Izaak, ann Doué péhini a vâg ac’hanoun adaleg va iaouan̄kiz bété vréma ;

16. Ann éal péhini en deûz va miret a bép droug, ra vennigô ar vugalé-man̄ ; ra c’halvô war-n-ézhô va hanô, hag hanvou va zadou Abraham hag Izaak ; ha ra greskin̄t meûrbéd war ann douar.

17. Hôgen Jozef ô wélout pénaoz hé dâd en dôa lékéat hé zourn déou war benn Éfraim, a oé glac’haret : hag ô kregi é dourn hé dâd é klaskaz hé zével diwar benn Éfraim évid hé lakaad war benn Manasé.

18. Hag hén̄ a lavaraz d’hé dâd : Né két mâd ével-sé, va zâd ; râg hé-man̄ eo ann héna. Laka da zourn déou war hé benn.

19. Jakob ô tinac’ha hé ôber, a lavaraz : Mé her goar, va mâb, mé her goar : hé-man̄ a vézô ivé é penn ar boblou hag a baottô meûrbed ; hôgen hé vreûr iaouan̄ka a vézô brasoc’h égét-han̄ ; hag hé wenn a greskô er brôadou.

20. Ha Jakob a vennigaz anézhô neûzé, ô lavarout : Enn-oud é vézô benniget Israel, hag é vézô lavaret : Ra rai Doué d’id ével da Éfraim, hag ével da Vanasé. Hag hén̄ a lékéaz Éfraim a-raok Manasé.

21. Hag hén̄ a lavaraz neûzé da Jozef, hé vâb : Chétu ounn daré da vervel ; ha Doué a vézô gan-é-hoc’h, hag hô tigasô a-névez da vrô hô tadou.

22. Mé a rô d’id, dreist da vreûdeûr, eul lôden péhini em eûz tennet eûz a zaouarn ann Amorréed gan̄t va c’hlézé ha gan̄t va gwarek.


————


XLIX. PENNAD.


Diouganou Jakob d’hé vipien.


1. Hôgen Jakob a c’halvaz hé vipien, hag a lavaraz d’ézhô : En em zastumit, évit ma tiouganinn d’e-hoc’h ar péz a dlé c’hoarvézout gan-é-hoc’h enn deisiou divéza.

2. En em zastumit, ha klevit, mipien Jakob, sélaouit Israel hô tâd.

3. Ruben va mâp héna, té a va ners, ha penn-abek d’am glac’har. Ar c’hen̄ta oaz da gaout lod em madou (M), ar brasa er gourc’hémenn.

4. Divéred oud ével dour. Na greski két ; ô véza ma oud piñet war wélé da zâd, ha ma éc’h eûz saotret hé wélé.

5. Siméon ha Lévi, breûdeûr enn drouk, binviou a fallagriez hag a grizder.

6. Doué ra viro na zeûfe va éné da gaout perz (M) enn hô c’huzuliou, ha na vé va gloar enn hô c’hévrédigez, râg enn hô c’hounnar hô deûz lazet tûd, ha dré hô ioul hô deûz diskaret hô c’héar.

7. Ra vézô milliget hô c’hounnar, râk pennaduz oa ; hag hô buanégez, râk krîz oa. Mé hô rannô é Jakob, hag hô skiñô é Israel.

8. Judas, da vreûdeûr as meûlô ; da zourn a lakai da énébourien dindân ar iéô ; mipien da dâd a azeûlô ac’hanod.

9. Eul léon iaouan̄k eo Judas : évit kregi enn da breiz out savet, va mâb ; ô tiskuiza oud gourvézet ével eul léon hag ével eul leonez. Piou a zihunô anezhan̄ ?

10. Na vézô két tennet ar walen-roué eûz a Judas, nag ar roué eûz hé wenn, kén na zeûi ann hini a dlé béza