Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
ar c’hanédigez.

perc’hen da holl zouar ann Éjipt (T),

21. Gan̄d hé holl boblou, adaleg eur penn bétég eur penn all eûz ann Éjipt ;

22. Néméd douarou ar véléien, péré a oa bét rôed d’ézhô gan̄d ar roué ; râk rôed é oé d’ézhô éd eûz a zoliérou ar roué ; hag ével-sé na oé két réd d’ézhô gwerza hô douarou.

23. Neûze Jozef a lavaraz d’ar bobl : Chétu, war a wélit, émoc’h da Faraon, c’houi hag hô touarou. Kémérid had, hag hadit hô parkéier,

24. Évit ma hellot kaout éd. Ar bempved lôden a rôod d’ar roué, hag ar béder lôden all a lézann gan-é-hoc’h évid hâd, hag évit boéta hô tâd, hag hô pugalé.

25. Hag ar ré-man̄ a lavaraz : Éma hor silvidigez étré da zaouarn. Ra zellô hép-kén a druez hon aotrou ouz-omp, ha nî a zervichô ar roué gan̄t lévénez.

26. Abaoé ann amzer-zé bété vréma é holl vrô ann Éjipt, é paéeur d’ar rouéed ar bempved lôden ; deûet eo sé da véza ével eul lézen, néméd évid douarou ar véleien, péré a oé kuît eûz ar garg-zé.

27. Israel a choumaz éta enn Éjipt, da lavaroud eo é douar Jésen, péhini a oa bét rôed d’ézhan̄ : hag énô é kreskaz hag é paottaz meûrbed ;

28. Hag hén̄ a vévaz énô seiték vloaz ; hag holl zeisiou hé vuez a oé eûz a zeiz vloaz ha seiz-ugen̄t.

29. Ha pa wélaz pénaoz é tôstéé deiz hé varô, é c’halvaz hé vâp Jozef, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Ma em eûz kavet grâs dira-z-oud, laka da zourn dindân va morzed ; ha gra d’in trugarez ha gwirionez ; ha na laka két va bésia enn Éjipt.

30. Hôgen gra ma’z inn da gousket gan̄t va zadou ; ha doug ac’hanoun er-méaz eûz ar vrô-man̄, ha va laka é béz va gourdadou. Ha Jozef a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a rai ar péz a c’hourc’hémennez d’in.

31. Ha Jakob a lavaraz : Tou-hén̄ éta d’in. Jozef ô véza touet, Israel a azeûlaz Doué, oc’h en em drei oc’h penn hé wélé.


————


XLVIII. PENNAD.


Jakob a rô hé vennoz da vipien Jozef.


1. Goudé kémen̄t-sé, é oé lavaret da Jozef pénaoz é oa klan̄v hé dâd ; neûzé ô kémérout gan̄t-han̄ hé zaou vâb Manasé hag Éfraim, éz éaz d’hé wélout.

2. Lavaret é oé éta d’ann hini-kôz : Chétu da vâb Jozef a zeû d’as kavout. Hag hén̄ oc’h en em fréalzi, en em lékéaz enn hé goazez war hé wélé.

3. Ha pa oé deûet Jozef, é lavaraz d’ézhan̄ : Doué holl-c’halloudek a zô en em ziskouézet d’in é Luza, péhini a zô é brô Kanaan, hag en deûz va benniget.

4. Lavaret en deûz ivé d’in : Mé as kreskô hag as paottô, hag a lakai ac’hanod e penn kals a boblou ; ha mé a rôi d’id ann douar-man̄ ha d’as gwenn enn da c’houdé, évit ma vézô d’id da-vikenn.

5. Râk-sé éta da zaou vâb, péré a zô bét ganet d’id é douar ann Éjipt abarz ma teûjenn d’as kavout, a vézô bugalé d’in ; Efraim ha Manasé a vézô lékéat ével pa ven̄t bugalé d’in, é-c’hîz Ruben ha Siméon.

6. Hôgen ar ré all éz pézô goudé ar ré-man̄, a vézô d’id hag hî a vézô galvet eûz a hanô hô breûdeûr enn hô glâd.

7. Râk pa zeûenn eûz a Vézopotamia, é varvaz Rachel enn hen̄t é douar Kanaan, enn névez-amzer ; édounn ô von̄t da Éfrata, ha mé a vésiaz anézhi war hen̄t Éfrata, a zô hanvet ivé Bétléhem.

8. Neûzé Jakob ô wélout mipien Jozef, a lavaraz d’ézhan̄ : Péré eo ar ré-man̄ ?

9. Ha Jozef a lavaraz : Va mipien in̄t, péré en deûz rôed Doué d’in el léac’h-man̄. Digas-hi d’in, émé Jakob, évit ma venniginn anézhô.

10. Râk daoulagad Israel a oa tévaléet gan̄d hé gôzni vrâz, ha na hellé két gwélout skléar. Lakaad a réaz éta hô zôstaad out-han̄, ha goudé béza hô briatéet ha poket d’ézhô,

11. É lavaraz d’hé vâb : N’ounn két