Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/843

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
809
pé ann ekklésiastik.

16. Rô, ha kémer évid-hô, ha san̄tela da éné.

17. Grâ ôberiou reiz abarz ma varvi ; râk né két réd kavout boéd er béz.

18. Pép kîg a wévô ével ar géot, hag ével ann déliou a gresk war ar gwéz glâz.

19. Lôd a zâv, lôd all a gouéz ; ével-sé er wenn a gik hag a c’hoad-zé, lôd a varv, ha lôd all a zô ganet.

20. Péb ôber breinuz a iélô-da-nétra hag ann hini en dévézô hé c’hréat, a iélô gan̄t-han̄.

21. Ha péb ôber dilennet a vézô énoret : hag ann hini en dévézô hé c’hréat, a vézô énoret enn-han̄.

22. Euruz eo ann dén a choum er furnez, hag a laka hé bréder er reizded, hag a venn bépréd é râg-gwél Doué ;

23. Péhini a goun enn hé hen̄chou enn hé galoun, hag a boell hé ôberiou kuzet ; péhini a ia war-lerc’h ar furnez, ével eunn en̄klasker, hag a valé enn hé raven̄chou :

24. Péhini a zell dré hé frénestou hag a zélaou oud hé dôr ;

25. Péhini a arzaô é-kichen hé zî ; hag ô san̄ka eur peûl enn hé môgeriou, a zâv eul lojik enn hé c’hichen, é péhini en em virô hé vadou da-vikenn enn eunn éhan brâz.

26. Lakaad a rai hé vipien din̄dân hé zôen, hag hén̄ hé-unan a choumô din̄dân hé skourrou.

27. Eunn dishéol a gavô dindân hé zôen, hag ann éhan enn hé c’hloar.


————


XV. PENNAD.


Digan̄d Doué é teû ar furnez. Ar péc’hed na zeû két diout-han̄. Dieûb eo bét krouet ann dén gan̄t-han̄.


1. Néb a zouj Doué a rai ar mâd ; ha néb a zô stard er reizded en dévézô ar furnez :

2. Hag hî a zeûi d’hé ziambrouga ével eur vamm leûn a énor ; hag hî a zigémérô anézhan̄ ével ma tigémer eur plac’h-iaouan̄k hé fried.

3. Hé vaga a rai gan̄t bara a vuez hag a furnez ; rei a rai da éva d’ézhan̄ dour ar furnez hag ar zilvidigez : en em starda a rai enn-han̄, hag hel lakai da véza digéflusk.

4. Hé zerc’hel a rai, ha na vézô két mézékéet ; hé zével a rai é-touez hé géren̄t-néz.

5. Digeri a rai hé c’hénou é kreiz ar strollad, hag é leûniô anézhan̄ gan̄d ar spéred a furnez hag a boell : hag é wiskô anézhan̄ gan̄d eur zaé a c’hloar.

6. Eunn ten̄zor a joausded hag a lévénez a zastumô d’ézhan̄, hag é rôi d’ézhan̄ da zigwéz eunn hanô peûr-bâduz.

7. Ann dûd diskian̄t na zalc’hin̄t két anézhi, hag ann dûd a skian̄t a ziambrougô anézhi ; ann dûd diskian̄t na wélin̄t két anézhi ; râk pell en em zalc’h diouc’h ar rôgen̄tez hag ann touellérez.

8. Ann dûd gaouiad n’hô dévézô két a én̄vor anézhi : hôgen ann dûd gwirion en em gavô gan̄t-hi, hag é kerzin̄t gan̄d eûr-vâd bété gwéled Doué.

9. Né két kaer ar meûleûdi é génou ar péc’her :

10. Râk digan̄d Doué é teû ar furnez : meûleûdi Doué a ia kévret gan̄d ar furnez, leûnia a râ génou ann dén féal ; ann Aotrou eo hé rô d’ézhan̄.

11. Na lavar két : Doué a zô abek n’em eûz hi két ; râk na râ két ar péz a gasa.

12. Na lavar két : Hén̄ eo en deûz va zouellet : râg ann dûd fallagr n’in̄t két réd d’ézhan̄.

13. Péb argarzidigez ha pép diroll a gasa ann Aotrou, ha kémen̄t-sé na vézô két karet gan̄d ar ré a zouj anézhan̄.

14. Doué adaleg ar penn-ken̄ta en deûz krouet ann dén, hag en deûz hé lézet é dourn hé guzul hé-unan.

15. Ouc’h-penn en deûz rôet d’ézhan̄ hé c’hourc’hémennou hag hé gélennou.

16. Mar fell d’id miroud hé c’hourc’hémennou, ha ken̄derc’hel eur feiz mâd, é virin̄t ac’hanod.

17. Lékéat en deûz dira-z-od ann dour hag ann tân : laka da zourn enn tû ma kiri.