Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/842

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
808
levr ar prézéger.

18. Kâr Doué héd da holl vuez, ha péd-hén̄ évid da zilvidigez.

19. Pép loen a gâr hé bâr : ével-sé pép dén a gâr hé nésa.

20. Pép kîg en em unvan gan̄d ann hini a zô hén̄vel out-han̄ ; ha pép dén en em unvan gan̄d ann hini a zô hén̄vel out-han̄.

21. Ével n’en em unvan két ar bleiz gan̄d ann oan, ével-sé n’en em unvan két ar péc’her gan̄d ann dén reiz.

22. Pé zarempred en deûz ann dén san̄tel gan̄d ar c’hî ? Ha pé unvaniez en deûz eunn dén pinvidik gan̄d eunn dén paour ?

23. Ann azen gouez eo preiz al léon enn distrô ; ével-sé ar ré baour a zô preiz ar ré binvidik.

24. Ével ma eo argarzuz ar vuelded d’ann dén rôk, ével-sé eo argarzuz ann dén paour d’ann dén pinvidik.

25. Mar d-eo kéflusket ann dén pinvidik, é vézô harpet gan̄d hé viñouned ; hôgen mar teû da gouéza ann dén paour, é vézô boun̄tet gan̄d hé viñouned.

26. Mar d-eo bét touellet ann dén pinvidik, é teûi kalz d’hé skoazella : mar komz gan̄t rôgen̄tez, é vézô didamallet.

27. Mar d-eo bét touellet ann dén paour, é teûeur c’hoaz d’hé damallout : mar komz gan̄t furnez, na zélaoueur két anézhan̄.

28. Mar komz ann dén pinvidik, ann holl a dâv, hag hé c’heriou a zô douget bétég ar c’hoabr.

29. Mar komz ar paour, é lévéreur : Piou eo hé-man̄ ? Ha mar teû da gouéza, é tiskareur anézhan̄.

30. Ar madou a zô mâd évid ann hini a zô dibéc’hed hé goustian̄s ; hag ar baouren̄tez a zô gwall fall évid ar fallagr a zô ar gourdrouz enn hé c’hénou.

31. Kaloun ann dén a drô hé zremm, pé évid ar mâd, pé évid ann drouk.

32. Poan ha labour as pézô ô kavout eunn dremm vâd, hag a vézô eunn arouéz eûz a eur galoun vâd.


————


XIV. PENNAD.


Mâd eo lakaad hé goun er marô.


1. Euruz eo ann dén péhini n’eo két kouézet gan̄d ar gériou eûz hé c’hénou, ha péhini n’eo két broudet gan̄d doan ar péc’hed.

2. Euruz eo ann hini é kaloun péhini n’éma két ann doan, ha n’en deûz két kollet hé c’héd.

3. Didalvez eo ann danvez d’ann dén pervez ha pîz ; pétrâ a dâl ann aour d’ann dén hérézuz ?

4. Néb a zastum madou gan̄d direisted, diwar goust hé vuez, a zastum évit ré all ; hag eunn all a vévézô hé vadou enn dirollou.

5. Néb a zô droug évit-han̄ hé-unan, évit piou é vézô-hén̄ mâd ? Na berc’hennô két hé vadou.

6. N’eûz netrâ gwasoc’h égéd ann hini a hérez hé vividigez hé-unan ; ann distol eo eûz hé zrougiez.

7. Mar gra vâd, her grâ héb hé c’houzout, hag a-énep d’hé ioul : hag enn-divez é tiskouézô hé zrougiez.

8. Lagad ann dén érézuz a zô drouk : distrei a râ hé benn, hag é tispriz hé éné.

9. Lagad ann dén pervez né hell két kaout hé walc’h enn hé fallagriez : n’en dévézô hé walc’h némét p’en dévézô dizéc’het ha losket hé éné.

10. Ar gwall lagad a drô oud ann drouk : na zebrô két hé walc’h a vara, hôgen naounek ha trist é vézô oud hé daol.

11. Va mâb, ma éc’h eûz péadrâ, grâ vâd d’id da-unan, ha kennig da Zoué traou mâd.

12. Az péz koun pénaoz na zaléô két ar marô, ha pénaoz eo anat éz i er béz ; râg évid holl dûd ar béd eo ar varnédigez a lavar é tléeur mervel.

13. Grâ vâd d’as miñoun abarz hé varô, ha rô ann aluzen d’ar paour hervez da c’halloud.

14. Na ziouér két gounid ann deiz mâd, ha na zilez lôden é-béd eûz ar vâd a zeû d’id.

15. Ha né két da ré all é lezi frouez da boan ha da labour évid hô ranna étré-z-hô ?