Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/837

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
803
pé ann ekklésiastik.

10. Râg gan̄t-hô é teski ar furnez, ha kélénadurez ar poell, hag ann doaré da zervicha ar ré vrâz hép strîv.

11. N’az aet két ébiou d’id lavariou ar ré gôz ; râg hé desket hô deûz gan̄d hô zadou :

12. Râg gan̄t-hô é teski ar poell, ha da respoun̄ta é préd.

13. Na laka két da grégi glaou ar béc’hérien oc’h hô zamallout, gan̄d aoun na véz devet gan̄t tân hô féc’héjou.

14. N’en em laka két a éneb oud eunn dén heskiner, gan̄d aoun na zavché ével eur spier oud da c’hénou.

15. Na rô két war gampi da eunn dén galloudékoc’h égéd-od : ma éc’h eûz rôet war gampi, dalc’h-hén̄ évit kollet.

16. Na gréta két enn tû all d’as nerz : ma éc’h eûz krétéet, é vézô réd d’id disteurel.

17. Na varn két a-éneb ar barner : râg hén̄ a varn hervez ar reiz.

18. N’az â két enn hen̄t gan̄d eunn dén rôk, gan̄d aoun na zistolché hé zrougou war-n-od râg hén̄ a iélô hervez hé ioul, ha té a vézô kollet gan̄t-han̄ dré hé follen̄tez.

19. N’en em ren̄dael két gan̄d eunn dén buanek, ha n’az â két enn distrô gan̄d eunn dén rok : râg ével nétrâ eo d’ézhan̄ skuḻa ar goâd, hag el léac’h na vézô két a skoazel did, é vrévô ac’hanod.

20. N’az péz kéd a guzul gan̄t tûd diboell : râk na gavon̄t mâd néméd ar péz a blîj d’ézhô.

21. Na râ kéd a guzul dirâg eunn diavésiad : râk na c’houzoud ket pétrâ a c’hanô.

22. Na ziskouez két da galoun da bép dén : gan̄d aoun na vé gaou hé garan̄tez, ha na wall-gomzché diwar da benn.


————


IX. PENNAD.


Rénadur é-kénver ar merc’hed. Gwell eo ar viñouned kôz égéd ar ré névez.


1. N’az péz kéd a oaz évid ar c’hrég a zô unanet gan-éz, gan̄d aoun na daolché war-n-od drougiez ar gwall gélénnadurez.

2. Na rô két d’ar c’hrég a c’halloud war da spéred, gan̄d aoun n’az ajé enn da véli, ha na vijez mézékéet.

3. Na zell két oud eur c’hrég skan̄-benn ; gan̄d aoun na gouézchez enn hé lindagou.

4. Na zarempred két eunn dripérez ha na zélaou két anézhi ; gan̄d aoun na vijez kollet gan̄t nerz hé bréou.

5. Na zell két oud eur plac’h-iaouan̄k, gan̄d aoun na vijez touellet gan̄d hé c’haerded.

6. Na rô é nép doaré da galoun d’ar plac’hed fall ; gan̄d aoun n’en em golfez, té ha da vadou.

7. Na zell két a bép tû er ruou, ha na gan̄tré két el leûriou-kéar.

8. Distrô da zaoulagad diouc’h eur c’hrég kin̄klet, ha na zell két oud eur c’hrég a-ziavéaz.

9. Enn abek da c’héned ar c’hrég eo bét kollet meûr a hini : râk dré-zé eo é krôg ar gwall-ioul ével eunn tan.

10. Kemen̄t plac’h fall a zô ével teil a vac’heur enn hen̄t.

11. Meûr a hini dré ma’z in̄t bét saouzanet gan̄d géned ar c’hrég a ziavéaz, a zô bét distolet gan̄d Doué ; râg hé lavar a zev ével eunn tân.

12. Na azez népréd é-kichen grég eunn all, na c’hourvez két gan̄t-hi war da ilin :

13. Ha na strîv két gan̄t-hi oc’h éva gwîn, gan̄d aoun na zinaoufé da galoun étrézég enn-hi, ha na gouézchez er c’holl gan̄d da garan̄tez.

14. Na zilez két ar miñoun kôz ; râg ar miñoun névez na vézô két hén̄vel out-han̄.

15. Gwin névez eo ar miñoun névez : kôsaad a rai, ha neûzé hen évi gan̄d dudi.

16. Na c’hoan̄ta két gloar na madou ar péc’her ; râk na ouzoud két pétrâ é vézô hé zisman̄tr.

17. Na c’hrata két diboell ar ré zireiz ; gwéz pénaoz ann dén direiz a vézô dihétuz da Zoué bétég ar béz.

18. En em zalc’h pell diouc’h ann hini en deûz ar galloud da laza, ha n’az pézô két a aoun râg ar marô ;