Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/836

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
802
levr ar prézéger.

17. N’en em laka két é niver ann dud direiz.

18. Az péz koun eûz a vuanégez Doué ; râk na zaléô két.

19. Vuéla kalz da spéred ; râk ven̄jan̄s kîg ar fallagr eo ann tân hag ar prén̄ved.

20. Na ra két fall é-kén̄ver da viñoun, ô véza ma talé ô rei arc’han̄t d’id, ha na zispriz két évid aour, da vreûr a garez kalz.

21. Na bella két dioud ar c’hrég fûr ha mâd a zô digwézet d’id é doujan̄s ann Aotrou : râg grâs hé dalc’h a zô dreist ann aour.

22. Na wall aoz két ar servicher a labour gan̄t féalded, nag ar gôpraer a rô hé vuez évid-od.

23. Ra vézô kér d’id ével da éné ar servicher en deûz skian̄t ; na zinac’h két ar fran̄kiz d’ézhan̄, ha n’hel léz két da gouéza enn diénez.

24. Ha loéned éc’h eûz-dé ? Évésa anézhô : ha mar d-in̄t talvouduz d’id, ra choumin̄t bépréd gan-éz.

25. Ha mipien éc’h eûz-dé ? Desk anézhô, ha laka-hi da bléga adaleg hô bugalérez.

26. Ha merc’hed éc’h eûz-dé ? Mîr hô c’horf, ha na ziskouéz két d’ézhô eunn dremm laouen.

27. Diméz da verc’h, hag ez pezô gréat eur géfridi vrâz, ha rô-hi da eunn ozac’h a skian̄t.

28. Ma éc’h eûz eur c’hrég hervez da galoun, na zilez két anézhi : ha na laka két da fisian̄s enn hini a zô kasauz.

29. Énor da dâd a greiz da galoun, ha na an̄kounac’ha két keinvanou da vamm.

30. Az péz koun pénaoz na vijez két ganet hép-z-hô : ha grâ évit-hô, ével m’hô deûz gréat évid-od.

31. Douj ann Aotrou a greiz da éné, hag az péz azaouez évid hé véleien.

32. Kâr gan̄d da holl nerz ann hini en deûz da grouet ; ha na zilez két hé vinistred.

33. Énor Doué a greiz da éné, hag az péz azaouez évid ar véleien ; hag en em c’hlan gan̄d da zivrec’h.

34. Rô d’ézhô hô lôd eûz ar c’hen̄ta-frouez hag eûz ann hostivou glanuz ; ével ma eo bét gourc’hémennet d’id : hag en em c’hlan gan̄t nébeût eûz da lézirégez.

35. Kennig d’ann Aotrou diskoaz ar viktimou, ha sakrifisou ar zan̄télidigez, ha préveûdiou ann traou san̄tel.

36. Astenn da zourn d’ar paour, évit ma vézô klôk da zakrifisou na da gennigou.

37. Hétuz eo ar largen̄tez da bép dén béô ; n’hen dinac’h két oûd ar ré varô.

38. Na fall két da fréalzi ann hini a zô doaniet, ha gwél gan̄d ar ré a wél.

39. Na véz két diek évit mon̄t da wélout ar ré glan̄v : râg gan̄t-hô en em startai er garan̄tez.

40. É kémen̄d a rî, az péz koun eûz da zivez, ha na béc’hi bikenn.


————


VIII. PENNAD.


Sélaouit ar ré gôz. Na hégit két ann dûd fall.


1. Na vreûta két oud eunn dén galloudek, gan̄d aoun na gouézchez dindân hé zourn.

2. Na ren̄dael két oud eunn dén pinvidik, gan̄d aoun na rajé eur breûd d’id :

3. Râg ann aour hag ann archan̄t hô deûz kollet meûr a hini, hag é trôon̄t hag éz éon̄t bété kaloun ar rouéed.

4. Na vreûta két oud eunn téôdek, ha na laka két a geûneûd enn hé dân.

5. Na zarempred két eunn dén diwiziek, gan̄d aoun na wall-gomzché diwar-benn da wenn.

6. Na zispriz két eunn dén a bella diouc’h ar péc’hed, ha na râ két a rébech d’ézhan̄ : az péz koun pénaoz éz omp holl dindân ar c’hastiz.

7. Na zispriz két eunn dén enn hé gôzni : râg ar ré a gôsa a zô bét ével-d-omp.

8. N’en em laouéna két eûz a varô da énébour, pa c’houzoud pénaoz é varvimp holl, ha na garfemp két béza eunn abeg a lévénez.

9. Na zispriz két lavariou ar ré gôz péré a zô fûr, hôgen komz eûz hô c’hêlennou.