Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/794

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
760
levr ar c’hrenn-lavariou.

9. Digor da c’hénou, ha kémenn ar péz a zô reiz, ha barn gan̄d éeunder ar paour hag ann tavan̄tek.

10. Piou a gavô eur c’hrég kré ? Talvoudusoc’h eo égéd ar péz a zigaseur eûz a benn ar béd.

11. Kaloun hé ozac’h a laka hé fisian̄s enn-hi, ha dibourc’hou na ziouérô két.

12. Hî a zigasô d’ézhan̄ ar mâd, ha nann ann drouk é holl zeisiou hé vuez.

13. Hî é deûz klasket ar gloan hag al lîn, hag é deûz labouret gan̄t daouarn ijinuz.

14. Hî a zô ével léstr ar marc’hadour, a zigas hé vara a bell.

15. Hî a zâv ha nôz c’hoaz, hag a rô ar preiz d’hé faotred, hag ar boéd d’hé flac’hed.

16. Hî é deûz sellet oc’h eur park, hag é deûz hé brénet ; gan̄t frouez hé daouarn é deûz plan̄tet eur winien.

17. Hî é deûz gourizet hé dargreiz gan̄t nerz, hag é deûz krévéet hé bréac’h.

18. Hî é deûz tan̄véet, hag é deûz gwélet pénaoz é oa mâd hé c’héfrédi : hé c’hleûzeûr na vougô két a-zoug ann nôz.

19. Hî é deûz douget hé dourn war ann traou kré, hag hé biziad hô deûz kéméret ar werzid.

20. Hî é deûz digoret hé dourn d’ann tavan̄tek, hag astennet hé falfiou d’ar paour.

21. Hî n’é dévézô kéd a aoun râg ar iénien hag ann erc’h évid hé zî : râg hé holl dûd hô deûz diou zaé.

22. Hî é deûz gréat évit-hi pallennou-gwélé : gan̄t lîn moan ha gan̄t limestra eo gwisket.

23. Hé ozac’h a vézô brudet-brâz é-tâl ar pors, pa vézô azézet gan̄d hénaoured ar vrô.

24. Hî é deûz gréat eul liser, hag é deûz hé gwerzet, hag é deûz rôet eur gouriz d’ar C’hananéad.

25. Gan̄t nerz ha gan̄t kaerded eo gwisket ; hag hî a c’hoarzô enn deiz divéza.

26. Digoret é deûz hé génou d’ar furnez, ha lézen ar madélez a zô war hé zéôd.

27. Sellet é deûz oc’h raven̄chou hé zî, ha n’é deûz két debret hé bara enn didalvédigez.

28. Saved eo hé bugalé, hag hî hô deûz embannet pénaoz é oa-hî euruz-brâz ; hag hé ozac’h ivé en deûz hé meûlet.

29. Kalz merc’hed hô deûz dastumet madou ; hôgen té éc’h eûz hô zrec’het holl.

30. Touelluz eo ar géned, ha didalvoud ar c’haerded ; ar c’hrég a zouj ann Aotrou, hounnez eo a vézô meûlet.

31. Rôit d’ézhi eûz a frouez hé daouarn ; ha meûlet ra vézô-hî é-tâl ar porz gan̄d hé ôberiou.