Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/795

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ANN EKLÉSIASTES,


PÉ AR PRÉZÉGER.


————


I. PENNAD.


Avel eo pép-trâ.


1. Geriou ar Prézéger, mâb David, roué é Jéruzalem.

2. Avel ann avélou, émé ar Prézéger, avel ann avélou, hag avel pép-trâ.

3. Pétrâ a zeû d’ann dén eûz ann holl labour a râ dindân ann héol ?

4. Eur rumm a drémen, hag eur rumm all a zeû : hôgen ann douar a choum stard da-vikenn.

5. Ann héol a zâv hag a ia da guza, hag é tistrô d’hé léac’h ken̄ta : hag ô assével ac’hanô,

6. Éz â étrézég ar c’hrésteiz, hag é trô étrézég ann han̄ter-nôz : ann avel a drô a bép tû, hag a zistrô war-n-ézhan̄ hé-unan, oc’h ôber trôiou brâz.

7. Ann holl steriou a ia er môr, hag ar môr na skûḻ két dreist : ar steriou a zistrô d’al léac’h a béhini é oan̄t deûet évid rédeg adarré.

8. Ann holl draou a zô diez ; ann dén na hell két hô displéga gan̄d hé lavariou. Né két gwalc’net al lagad ô wélout, na leûniet ar skouarn ô klevout.

9. Pétrâ a zô bét ? Ar péz a vézô. Pétrâ a zô bét gréat ? Ar péz a vézô gréat.

10. N’eûz nétrâ a névez dindân ann héol, ha dén na hell lavarout : Chétu eunn dra névez ; râk béz’ eo bét ken̄t enn amzériou a zô tréménet enn hor raok.

11. N’eûz két a én̄vor eûz ann traou ken̄t ; hag ar péz a dlé don̄t a vézô an̄kounac’héet gan̄d ar ré a zeûi war hon lerc’h.

12. Mé, ar Prézéger, a zô bét roué Israel é Jéruzalem.

13. Lékéat em bôa em spéred en̄klaskout ha c’houilia gan̄d furnez kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héol. Doué en deûz rôet ar gwall bréder-zé da vugalé ann dûd évit ma en em rôjen̄t d’hô anaout.

14. Gwélet em eûz kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héôl, ha chétu eo avel pép-trâ, ha glac’har a spéred.

15. Ar ré fallakr a zô diez da reiza, ha brâz-meûrbéd eo niver ar ré ziskian̄t.

16. Komzet em eûz em c’haloun, ô lavarout : Chétu mé a zô deûet da véza brâz, hag éat ounn er furnez enn tu all d’ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalem ; ha va spéred en deûz gwélet kalz traou gan̄t furnez, hag em eûz desket.

17. Rôet em eûz va c’haloun da zeski ar poell hag ar gélennadurez, ar faziou hag ar follen̄tez ; hag em eûz anavézet pénaoz é kémen̄t-sé éz eûz ivé poan, ha glac’har a spéred :

18. Râg gan̄d eur furnez vrâz éz eûz eunn argarzidigez vrâz ; ha néb a gresk hé wiziégez a gresk ivé hé boan.