Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/767

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
733
levr ar c’hrenn-lavariou.

25. Ma hoc’h eûz disprizet va holl guzuliou, ha ma hoc’h eûz dilézet va c’hélennou :

26. Mé ivé a c’hoarzô pa varvot, hag a rai goab ac’hanoc’h, pa vézô c’hoarvézet gan-é-hoc’h ar péz hô pôa aoun na zeûjé.

27. Pa gouézô ar reûz enn-eunn-taol, pa zeûi ar marô ével eur gaouad-arné ; pa zeûi war-n-hoc’h ann en̄krez hag ann an̄ken.

28. Neûzé é c’halvin̄t ac’hanoun, ha na zélaouinn két out-hô : min̄tin-mâd é savin̄t, ha n’am c’havin̄t két ;

29. O véza ma hô deûz kaséet ar gélennadurez, ha n’hô deûz két digéméret doujan̄s ann Aotrou ;

30. N’hô deûz két aotréet va c’huzulion ha ma hô deûz disprizet va holl gélennou.

31. Râk-sé é tebrin̄t frouez hô hen̄t, hag en em leûnin̄t gan̄d hô c’huzuliou hô-unan.

32. Dian̄k ar vugaligou hô lazô, hag eûr-vâd ar ré ziskian̄t hô c’hollô.

33. Hôgen ann hini a zélaou ac’hanoun, a arzaouô hép spoun̄t ; hag en dévézô madou brâz, héb aoun râg ann drouk.


————


II. PENNAD.


Talvoudégez ar furnez.


1. Va mâb, mar sélaouez va lavariou, ha mar kuzez va gourc’hémennou enn da greiz,

2. Enn hévélep doaré ma klevô da skouarn ar furnez ; izéla da galoun évid anaoud ar furnez.

3. Râk mar galvez ar furnez, ha mar izéléez da galoun étrézég ar poell ;

4. Mar klaskez anézhi ével arc’han̄t, ha mar toullez évid hé c’havout ével eunn ten̄zor :

5. Neûzé éc’h anavézi doujan̄s ann Aotrou, hag é kavi gwiziégez Doué ;

6. Râg ann Aotrou eo a râ ar furnez ; hag eûz hé c’hénou é teû ar poell hag ar wiziégez.

7. Mirout a ra ar zilvidigez évid ar ré éeun, hag é tifennô ar ré a gerz enn éeunder,

8. O virout raven̄chou a reizded, hag oc’h heûlia hen̄chou ar zen̄t.

9. Neûzé é poelli ar reizded, hag ar varn, hag ann éeunder, ha pép raven̄t mâd.

10. M’az â ar furnez enn da galoun, ha mar d-eo hétuz ar wiziégez d’as éné ;

11. Ar c’huzul az diwallô, hag ar poell az mirô ;

12. Évit ma vézi dieûbet diouc’h ar gwall hen̄t, ha diouc’h ann dûd a wall gomz ;

13. Péré a zilez ann hen̄t éeun, hag a valé dré stréjou téval ;

14. Péré en em laouéna pa hô deûz gréat drouk, hag a drid enn traou ar ré falla ;

15. A béré ann hen̄chou a zô saotret, hag ar c’hamméjou a zô hudur,

16. Évit ma vézi dieûbet diouc’h ar c’hrég a-ziavéaz, diouc’h ann diavésiadez, péhini a zô ker kizidik enn hé c’homziou ;

17. Péhini a zilez réner hé iaouan̄ktiz,

18. Hag a an̄kounac’ha kévrédigez hé Doué ; râg hé zî a ia étrézég ar marô, hag hé raven̄chou étrézég ann ifern.

19. Piou-bennâg a ia d’hé c’haout, na zistrôi két, ha n’az ai mui é hen̄chou ar vuez.

20. Balé éta enn hen̄t mâd ; ha mîr raven̄chou ar ré reiz.

21. Râg ar ré éeun a galoun a choumô war ann douar, hag ar ré reiz a vézô startéet war-n-ézhan̄.

22. Hôgen ar ré fallagr a vézô tennet diwar ann douar ; hag ar ré zireiz a vézô lamet diwar-n-ézhan̄.


————


III. PENNAD.


Meûleûdi ar furnez.


1. Va mâb, na an̄kounac’ha két va lézen, ha ra virô da galoun va gourc’hémennou.

2. Râg enn-hô é kavi deisiou hîr, kalz bloavésiou, hag ar péoc’h.

3. Na zeûet két ann drugarez hag ar wirionez d’az tilézel ; laka-hi ével