Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/768

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
734
levr ar c’hrenn-lavariou.

eur gelc’hen war-drô d’as gouzouk ; ha skriv-hi war daolennou da galoun :

4. Hag é kavi grâs hag eûr-vâd dirâk Doue ha dirâg ann dûd.

5. Az péz fisian̄s enn Aotrou a greiz kaloun, ha n’en em harp két war da furnez da-unan.

6. Laka da goun enn-han̄ enn da holl hen̄chou, hag hén̄ hé-unan a rénô da gamméjou.

7. Na véz két fûr enn da vénoz da-unan ; douj Doué, ha pella diouc’h ann drouk.

8. Ével-sé é teûi ar iéc’hed enn da végel, hag ar mél enn da eskern.

9. Énor ann Aotrou gan̄t da vadou, ha rô d’ézhan̄ ar préveûdi eûz da holl frouez :

10. Ha da zoliérou a vézô leûn a éd, hag ar gwîn a skuḻô dreist ar gwaskellou.

11. Va mâb, na zilez két kélen ann Aotrou : ha na véz két digaloun pa gastiz ac’hanod :

12. Râg ann Aotrou a gastiz néb a gâr ; hag é laka hé zudi enn-han̄ ével eunn tâd enn hé vâb.

13. Euruz eo ann dén en deûz kavet ar furnez, hag en deûz eur poell brâz.

14. Gwell eo gwerz ar furnez égéd hini ann arc’han̄t ; hag hé frouez a zô gwelloc’h égéd ann aour ar glana.

15. Talvoudusoc’h eo égét ann holl vadou ; ha kémen̄t tra a helleur da c’hoan̄taat na hell két talvézout keit hag hi (T).

16. Hirder ann deisiou a zô enn hé dourn déou, hag enn hé dourn kleiz ar madou hag ar c’hloar.

17. Hen̄chou kaer eo hé hen̄chou, hag hé raven̄chou a zô leûn a béoc’h.

18. Eur wézen a vuez eo évid ar ré a zalc’h anézhi ; ha gwenvidig eo ann hini en em stag out-hi.

19. Ann Aotrou en deûz diazézet ann douar gan̄d ar furnez, startéet en deûz ann én̄vou gan̄d ar poell.

20. Gan̄d hé furnez eo eo bét dic’hlannet douréier al loun̄k, hag é teû ar c’hoabr, ô stan̄kaat, da ôber ar glîz.

21. Va mâb, n’az aet két kémen̄t-man̄ eûz a zirâk da zaoulagad ; mîr al lézen hag ar c’huzul ;

22. Hag hi a vézô buez da éné, ha kin̄klérez da c’houzoug.

23. Neûzé é valéi gan̄t fisian̄s enn da hen̄t, ha da droad n’en em stokô két.

24. Mar kouskez, n’az pézô két a aoun ; gourvéza a rî, ha da gousk a vézô c’houék.

25. Na vézi két spoun̄tet gan̄d eur spoun̄t téar, na gan̄t frouden ar ré fallagr mar kouéz war-n-oud.

26. Râg ann Aotrou a vézô enn da gén̄ver, hag a ziwallô da droad évit na vézi két paket.

27. Na vîr két na rai vâd néb a hell hé ôber ; mar gellez hé ôber, grâ vâd ivé.

28. Na lavar két d’as miñoun : Kéa, ha distrô ; war-c’hoaz é rôinn d’id ; pa hellez rei râk-tâl.

29. Na ra két a zrouk d’as miñoun, pa laka hé fisian̄s enn-od.

30. Na strîv két oud eunn dén héb abek, pa n’en deûz gréat droug é-béd d’id.

31. Na érez két ann dén direiz, ha na heûḻ két hé hen̄chou.

32. Râg argarzuz eo ann holl douellerien dirâg ann Aotrou ; ha na rô da anaout hé lavariou-kuzet néméd d’ar ré éeun.

33. Ann Aotrou a gasô ann diénez é tî ann dén fallagr : hôgen tiez ann dûd reiz a vennigô.

34. Hén̄ a rai goab eûz ar c’hoapaerien, hag a rôiô hé c’hrâs d’ar ré habask.

35. Ar c’hloar a vézô perz ar ré fûr : hag ann dismégan̄s eo lôd ar ré ziboell.


————


IV. PENNAD.


Eûr-vâd ar ré reiz. Gwall-eûr ar ré zrouk.


1. Sélaouit, va mipien, kélen hô tâd, ha likid évez évit ma teskot ar poell.

2. Eunn dra vâd a rôinn d’é-hoc’h ; na zilézit két va lézen.

3. Râk mé a zô bét eur mâb karet-mâd gan̄t va zâd, hag ével eur mâb penn-her dirâk va mamm.

4. Hag hén̄ a zeské ac’hanoun, hag