Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
ar c’hanédigez.

vijé ar gwial dirag hô daou-lagad, ha ma teûjen̄t da en̄géhen̄ta ô selloud out-hô.

39. C’hoarvézoud a réaz éta pénaoz ann dén̄ved ô véza lupr, a zellaz oud ar gwial, hag é c’hanchon̄t ein gell, ha brîz, ha marellet.

40. Jakob a rannaz hé dropel ; hag ô veza lékéat ar gwial er c’haniou dirâg daou-lagad ann tourzed, kemen̄d hini a oa gwenn pe dû krenn a oa da Laban, hag ar ré all a oa da Jakob : hag ével-sé ann dropellou a oa rannet.

41. Pa dlié éta ann dan̄vadézed béza tourc’het (M) enn névez-amzer, Jakob a lékéa ar gwial é kaniou ann dour dirâg daou-lagad ann tourzed hag ann dan̄vadézed, evit ma en̄géhen̄tchen̄t ô sellout out-hô.

42. Hôgen pa oa deûet ann diskar-amzer, hag ar maré divéza da véza tourc’het (T), n’hô lékéa ket. Ével-sé ar re a oa en̄géhen̄tet enn diskar-amzer a oa da Laban ; hag ar re a oa en̄géhen̄tet enn névez-amzer a oa da Jakob.

43. Hag ann den-zé a binvidikaaz meûrbéd ; hag hén̄ en dôé tropellou brâz, mitisien ha mévellou, kan̄valed hag azened.


————


XXXI. PENNAD.


Distrei a ra Jakob da di hé dâd.


1. Hogen hén̄ a glevaz goudé-ze geriou mipien Laban, péré a lavaré : Kéméret en deûz Jakob kémen̄d a oa d’hon tâd, hag ô véza deûet pinvidik gan̄d hé zanvez, eo bet brudet-brâz.

2. Merzoud a réaz ivé Jakob diouc’h dremm Laban, pénaoz né oa két enn hé gén̄ver é-c’hiz ma oa ken̄t.

3. Hag ouc’penn-zé ann Aotrou a lavaraz d’ezhan̄ : Distrô da vro da dâdou ha da dûd, ha mé a vézô gan-éz.

4. Ha Jakob a gasaz da c’hervel Rachel ha Lia, évid don̄d d’hé gavout er park é péhini édô ô tiwallout hé dropellou.

5. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Mé a wel, dioc’h dremm hô tâd, né két em c’hén̄ver é-c’hiz ken̄t : koulskoudé Doué va zâd a zô bet a dû gan-en.

6. Ha c’houi hoc’h-unan a oar pénaoz em eûz servichet hô tâd gan̄t va holl ners.

7. Hô tâd a zô bet disléal em c’hén̄ver, ô névézi dék kwéach va gôbr : ha koulskoudé Doué n’en deûz két hé lézet da ôber drouk d’in.

8. Pa en deûz lavaret : Ar ré vriz a vézô da c’hôbr ; ann den̄ved holl a c’hane ein briz. Ha pa en deûz lavaret enn-énep : Ar ré wenn a vézô da c’hôbr ; ann dén̄ved holl a c’hané ré wenn.

9. Ével-sé Doué en deûz lamet he zanvez digan̄t hô tâd, hag hé rôed d’in.

10. Râk pa oé deûet ann amzer ma tlié ann dan̄vadézed en̄géhen̄ta, em eûz savet va daoulagad, hag em eûz gwélet dré va c’housk pénaoz ar pared a lammé war ar parézed a oa briz, ha marellet, hag eûz a veûr a liou.

11. Hag éal Doué a lavaraz d’in dré va c’housk : Jakob. Ha mé a lavaraz : Chétu mé ama.

12. Hag hén̄ a lavaraz : Saô da zaou-lagad, ha gwél pénaoz ar pared holl a lamm war ar parézed a zô briz, ha marellet, hag eûz a veûr a liou. Rag gwélet em eûz kémen̄d en deûz gréat Laban d’id.

13. Mé eo Doué Béthel, é pé léac’h éc’h eûz éôliet ar méan, hag é pé léac’h éc’h eûz gréat eur wéstl d’in. Saô bréma, ha kéa er-méaz eûz ar vrô-man̄, ha distrô d’ar vrô é péhini oud ganet.

14. Rachel ha Lia a lavaraz d’éz-han̄ : Ha choum a ra d’e-omp eunn dra-bennâg da gaout é danvez hag é digwéz tî hon tâd ?

15. Ha n’en deûz hén̄ ket gréat enn hor c’héver ével pa vijemp bét merc’hed a-ziavéaz ? (T). Ha n’en deûz-hen̄ két hor gwerzet, ha debret hor gôbr ?

16. Hôgen Doué en deûz lamet hé vadou digan̄d hon tâd, hag hô rôet d’é-omp ha d’hor mipien : râk-se gra kémen̄d en deûz gourc’hémennet Doué d’id.

17. Neûzé Jakob a zavaz, ha goudé béza lékéat hé vugalé hag hé c’hragez war gan̄valed, éz éaz-kuit.