Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
ar c’hanédigez.

18. Kâs a réaz gan̄t-han̄ hé holl zanvez, hag hé dropellou, ha kémen̄d en dôa gounézet er Mézopotamia, hag ez éaz da gavout Izaak, hé dâd, é brô Kanaan.

19. Laban a oa éat enn amzer-zé da douza ann dén̄ved, ha Rachel a laéraz idolou hé zâd.

20. Na fellaz két da Jakob rei da anaout d’hé dad-kaer pénaoz éz éa kuit.

21. Goudé éta ma oé éat-kuit, hén̄ ha kemen̄t en dôa, ha goudé ma oé treûzet ar ster gan̄t-han̄ (T) ha ma kerzé étrézé ménez Galaad,

22. É oé diskuliet da Laban, ann trédé deiz, pénaoz é oa téc’het Jakob.

23. Laban, ô véza kéméret gan̄t-han̄ hé vreûdeûr, a rédaz war hé lerc’h é-pâd seiz dervez hag é tizaz anézhan̄ war vénez Galaad.

21. Hôgen hén̄ a wélaz dré hé gousk Doué, péhini a lavaraz d’ézhan̄ : Diwall na liviri nétrâ a zichek da Jakob.

25. Jakob en dôa displéget hé delt war ar ménez ; ha pa en dôe Laban hé dizet gan̄d hé vreûdeûr, é tisplégaz ivé he delt war ann hévelep ménez Galaad.

26. Hag hén̄ a lavaraz da Jakob : Pérâg éc’h eûz-té gréat ével-sé ? Hag éc’h eûz-té skrapet va merc’hed hép gouzout d’in, ével pa ven̄t sklavézed ar c’hlézé ?

27. Pérâg eo bét fellet d’id tec’hi hép gouzout d’in, ha n’éc’h eûz két hé zisklériet d’in, évit m’az ajenn d’az ambrouga gan̄t lévénez, ha kanaouennou, ha taboulinou, ha télennou ?

28. N’éc’h eûz két va lézet zô-kén da boki d’am mipien ha d’am merc’hed. E-c’hiz a rafe eunn diskian̄t éc’h eûz gréat (M) ; ha bréma,

29. É helfé va dourn disteûrel ann droug d’id. Hôgen Doué hô tâd en deûz déac’h lavaret d’in : Diwall na liviri nétrâ a zichek da Jakob.

30. Béz’ é fellé d’id martézé mon̄d étrézé da dûd, hag éz pôa c’hoan̄t da zistrei da dî da dâd. Hôgen pérâg éc’h eûz-té laéret va douéed ?

31. Ha Jakob a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-ounn éat-kuît hép gouzout d’id, eo ô véza ma em eûz bét aoun n’as pijé kéméret (T) da verc’hed digan̄-én̄ dre ners.

32. Hôgen diwar-benn al laéron̄si a damallez d’in, gan̄t piou bennâg é kavi da zouéed, ra vézô lazet dirâg hor breûdeûr. Klask-pîz, ha kémer kémen̄d a gavi d’id gan-én̄. O lavarout kémen̄t-sé, na ouié két pénaoz Rachel é dôa laéret ann idolou.

33. Laban éta a iéaz é telt Jakob, hag é telt Lia, hag é telt ann diou vatez, ha n’hô c’havaz ket. Mon̄d a réaz goudé é telt Rachel.

31. Hôgen hi é dôa kuset buan ann idolou dindân gouzer eur c’han̄val, hag éc’h azézaz war-n-ézhô ; ha pa furché Laban dré ann holl delt,

35. Hi a lavaraz d’ézhan̄ : Arabad eo éz afé drouk em aotrou (T) ma na hellann két sével dira-z-han̄ ; râg ar péz a zeû peûrvuia d’ar merc’hed a c’hoarvez gan-én̄ bréma. Evel-sé Laban a glaskaz hép kavout nétra. (T).

36. Neûzé Jakob, éat drouk enn-han̄, a réaz ar rébech-man̄ da Laban : Évit pé gwall, évit pé péc’hed é rédez-té ével-sé war va lerc’h,

37. Hag é teûez-té da furcha é-touez va holl annézou ? Pétrâ ec’h eûz-té kavet eûz a holl draou da di ? Laka-hén̄ aman̄ dirâg va breûdeûr ha da vreûdeûr, hag hî a varnô étré mé ha té.

38. Hag évit-sé eo ounn bét ugen̄t vloaz gan-éz ? Da zén̄ved ha da c’hevr n’in̄t két bét hesk, ha n’am eûz két debret tourzed da dropel.

39. N’em eûz két diskouézet d’id ar ré a choume é (M) dilerc’h al loéned ferô ; pép koll a zistolenn d’id ; ha té a réa d’in rei d’id kémen̄d a oa bét lâéret.

40. Héd ann deiz é oann losket gand ar c’hrouéz, ha kropet héd ann nôz gan̄d ar réô ; hag ar c’housked a dec’hé diouc’h va daoulagad.

41. Ével-sé eo em eûz da zervichet enn da di é-pâd ugen̄t vloaz, pévarzék vloaz évit da verc’hed, ha c’houéac’h évit da dropellou ; ha té éc’h eûz névézet dék kwéach va gôbr.

42. Ma na vijenn ket bét skoazellet gan̄t Doué va zâd Abraham, ha gan̄d doujan̄s Izaak, éz pijé martézé kaset-