Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/646

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
612
levr ester.

18. Ha pénaoz enn abek d’ar gwall-zé eo bét krouget é-harz porz kéar Suza, hén̄ hag hé géren̄t ; Doué hé-unan, ha nann nî, ô véza rôet d’ézhan̄ ar péz a oa dléet d’ézhan̄.

19. Hôgen bézet staget enn holl geriou ar c’hémenn a gasomp d’é-oc’h hiriô, évit ma hellô ar Iuzevien mirout hô lézennou.

20. Ha c’houi a skoazellô anézhô, évit ma hellin̄t laza ar ré en em aozé évit rei ar marô d’ézhô ann trizékved deiz eûz ann daouzékred mîz, hanvet Adar.

21. Râg ann Doué holl-c’halloudek en deûz trôet é lévénez ann deiz-zé a gaon̄ hag a zaérou.

22. Rak-sé é lékéot ann deiz-sé é-touez ann deisiou goél, hag é lidot anézhan̄ gan̄t pép lévénez, évit ma vézô gwézet enn amzer da zon̄t,

23. Pénaoz ar ré holl a zen̄t ervâd oud ar Bersied, hô deûz gôbr diouc’h hô féalded ; ha pénaoz ar ré a zao a-énep hô rouan̄télez, a gâv ar marô hervez hô gwall.

24. Mar bez eur brovin̄s pé eur géar-bennâg, ha na fellô két d’ézhi en em rei d’al lîd-zé, ra vézô disman̄tret gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann tân, ha ra vézô kaset-da-get, enn hévélep doaré ma vézô dinésauz da-vikenn, nann hép-kén d’ann dûd, hôgen ivé d’al loéned, évit skouér eûz ar péz a zô dléet d’ar ré a zô disprizuz ha dizen̄t.