Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/640

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
606
levr ester.

ar miz-zé ; hag hî hô dôa éhanet er pemzékved deiz. Râk-sé é verkchon̄t ann deiz-zé évid eunn deiz a lîd, a vanvésiou, hag a lévénez.

19. Ar Iuzévien a choume er c’heriou divur hag er bourc’hiou a lékéaz ar pévarzékved deiz a viz Adar évid eunn deiz a vanvez hag a lévénez ; hag enn-han̄ eo en em laouénéon̄t, hag é kason̄t ann eil d’égilé lôd eûz a voéd hô banvez.

20. Mardoché a skrivaz kemen̄t-sé ; hag ô véza hé lékéat enn eul lizer, é kasaz anézhan̄ d’ar Iuzevien a choumé é holl brovin̄sou ar roué, kenn a dôst, kenn a bell,

21. Évit ma kémerchen̄t da c’hoél ar pévarzékved hag ar pemzékved deiz eûz a viz Adar, ha ma lidchen̄t anézhan̄ pép ploaz enn hévélep deisiou :

22. O véza m’hô dôa ar Iuzevien en em ven̄jet enn deisiou-zé eûz hô énébourien, ma oa trôet hô c’haon̄ hag hô glac’har é laouénidigez hag é dudi ; ha ma vijé ann deisiou-zé deisiou a vanvez hag a lévénez, ma kasché boéd ann eil d’égilé, ha ma rajen̄t rôouigou d’ar béorien.

23. Ar Iuzevien a réaz éta eur goél lîd eûz ar péz hô dôa déraouet da ôber enn amzer-zé, hervez m’en dôa Mardoché hé c’hourc’hémennet d’ézhô dré hé lizéri.

24. Râg Aman, mâb Amalat eûz a wenn Agag, énébour touet d’ar Iuzevien, en dôa mennet ôber drouk d’ézhô, hô laza, hag hô c’hâs-da-gét ; hag hén̄ en dôa taolet phur, a zô hanvet sort enn hor iéz-ni.

25. Ha goudé-zé Ester a iéaz da gavout ar roué, hag a bédaz anézhan̄ da ziarbenna gwall-ioul Aman gan̄d eul lizer é hanô ar roué ; ha ma tistrôjé war hé benn hé-unan ann droug en dôa mennet oud ar Iuzevien. Enn-divez stapet é oé-hén̄ oud ar groug, hag hé vipien ivé.

26. Râk-sé abaoé neûzé ann deisiou-zé a zô bét hanvet Phurim, da lavaroud eo eûz ar sortou ; ô véza ma oa bét taolet phur, da lavaroud eo ar sort, enn eul léstr. Hag el lizer-zé, pé el levr-zé é oé lékéat kémen̄d a c’hoarvézaz neûzé.

27. Ar Iuzevien éta é koun eûz ar péz hô dôa gouzan̄vet, hag eûz ar péz a oa deûet da drei goudé, en em rédiaz, hî hag hô gwenn, hag ar ré holl en em unvanche oud hô feiz, da lida ann daou zervez-zé, hervez ar péz a zô merket er skrîd-zé, hag a zô sévénet bép ploaz, évit deisiou ar goél-zé.

28. Ann deisiou-zé eo ha na vezô két tennet morsé eûz a goun ann dûd, hag a vézô lidet enn holl brovin̄sou a-rumm é-rumm dré ann douar holl. Ha n’eûz kéar é-béd é péhini deisiou Phurim, da lavaroud eo deisiou ar sortou n’in̄t két lidet gan̄d ar Iuzevien, ha gan̄d hô gwenn, évit péré in̄t eunn dra réd.

29. Ar rouanez Ester, merc’h Abihail, ha Mardoché ar Iuséô, a skrivaz c’hoaz eunn eil lizer, évit ma vijé lékéat gan̄t préder ann deiz-zé da lîd da-vikenn.

30. Hag hî a gasaz anézhan̄ d’ann holl Iuzevien a choumé er seiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t eûz ar roué Assuérus, évit m’hô défé ar péoc’h hag ar wirionez,

31. O sévéni deisiou ar sortou ; hag oc’h hô lida enn hô amzer gan̄t lévénez. Ar Iuzevien éta en em en̄gwéstlaz, hervez gourc’hémenn Mardoché hag Ester, da virout, hî hag hô gwenn, deisiou lîd ar sortou, gan̄d ar iunou hag ar c’harmou.

32. Ha kémen̄d a zô el levr-zé, a zô hanvet Ester.


————


X. PENNAD.


Galloud Mardoché. Huvré Mardoché.


1. Hôgen ar roué Assuérus a lékéaz ann douar holl hag holl énézi ar môr da baéa gwiriou d’ézhan̄.

2. Ha skrivet eo é levriou ar Védied hag ar Bersied péger braz eo bét hé c’halloud hag hé véli, ha pégen uc’hel eo bét savet gan̄t-han̄ galloud Mardoché.

3. Ha pénaoz Mardoché, eûz a wenn ar Iuzevien, a oé da eil d’ar roué Assuérus ; pénaoz é oé brâz é-touez ar