Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/641

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
607
levr ester.

Iuzevien, ha karet-brâz gan̄d hé vreûdeûr, ô klask mâd hé bobl ; hag ô komza eûz ar péz a zell out péoc’h hé wenn.

Bétég-henn em eûz trôet gan̄t gwirionez ar péz em eûz kavet é levriou ann Hébréed. Hôgen ar péz a zô war-lerc’h, em eûz hé gavet enn eul levr skrivet é iéz ar C’hrésianed ha gan̄d hô lizérennou. Ha koulskoudé ar pennad-zé a zô bét lékéat goudé ar penn divéza eûz al levr ; hag hervez ma omb boazet da ôber, hon eûz hé verket gan̄d eunn taol, da lavaroud eo, gan̄d eur bér.

4. Ha Mardoché a lavaraz : Gan̄d Doué eo bét gréat kémen̄t-zé.

5. Koun em eûz eûz a eunn huvré am eûz bét, hag a verké ar péz a zô c’hoarvézet ; ha nétrâ n’eo choumet hép béza sévénet.

6. Eur feun̄teun vihan a wéliz, péhini a greskaz hag a zeûaz da ster, hag a oé trôet enn eur c’houlaouen hag enn eunn héol, hag en em fennaz é kalz a zouréier : Ester eo, en deûz kéméret ar roué da c’hrég, hag eo bét fellet d’ézhan̄ lakaad da rouanez.

7. Ann daou aéraouan̄t : mé eo hag Aman.

8. Ar boblou en em strollaz ; ar ré-zé eo péré a strivaz da gâs-da-get hanô ar Iuzevien.

9. Va fobl : Israel eo péhini a c’harmaz oud ann Aotrou, hag ann Aotrou a zieûbaz hé bobl : hag hén̄ a dennaz pép drouk diwar-n-omp, hag a réaz arouésiou brâz ha burzudou é-touez ar brôadou.

10. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz é vijé daou zarvoud, unan évit pobl Doué, hag égilé évid ar boblou all.

11. Hag ann daou zarvoud-zé a zeûaz dirâk Doué enn deiz a oa bét merket a neûzé d’ann holl boblou.

12. Hag ann Aotrou en dôé koun eûz hé bobl, hag en dôé truez eûz hé zigwéz :

13. Hag ann deisiou-zé a vézô lidet é miz Adar, ar pévarzékved hag ar pemzékved eûz ar mîz : hag ar bobl en em strollô gan̄d préder ha gan̄t lévénez évit-sé, bréma ha keit a badô pobl Israel.


————


XI. PENNAD.


Huvré all Mardoché.


1. Er pévaré bloaz eûz a rén Ptoléméus ha Kléopatra, Dositéus, péhini a lavaré é oa bélek, hag eûz a wenn Lévi, ha Ptoléméos hé vâb, a zigasaz al lizer-man̄ eûz a Phurim, a lavaren̄t a oa bét trôet é Jéruzalem gan̄t Lisimakus, mâb Ptoléméus.

Ann dra-man̄ eo ann dérou eûz a levr vulgat ar C’hrésianed ; hôgen n’en em gav két é levriou ann Hébréed, nag é levr all é-béd.

2. Enn eil vloaz eûz a rén Artaksersez ar brâz-meûrbéd, enn deiz ken̄ta eûz a viz Nisan, Mardoché, mâb Jair, mâb Sémei, mâb Kis, eûz a vreûriez Ben̄jamin, en dôé eunn huvré :

3. Iuzéô é oa, hag é choumé é kéar Suza, dén brudet-brâz, hag eûz ar ré gen̄ta é léz ar roué.

4. Hén̄ a oa unan eûz ar sklaved a oa bét dizouget gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, eûz a Jéruzalem gan̄t Jékonias, roué Juda.

5. Ha chétu hé huvré : hén̄ a venné é klevé mouésiou, ha safariou, ha kurunou, ha krénou-douar, hag eur reûstl brâz war ann douar :

6. Ha chétu é wélaz daou aeraouan̄t, péré a oa daré da stourmi ann eil ouc’h égilé.

7. Oc’h hô c’hlevout, ann holl vrôadou en em zispac’haz évit stourmi out pobl ar ré wirion.

8. Hag ann deiz-zé a oé eunn deiz a dévalien hag a wall, a c’hlac’har hag a an̄ken, hag eûz a eur spoun̄t brâz war ann douar.

9. Ha pobl ar ré wirion a oa reûstlet-brâz gan̄d ar spoun̄t râg ann droug a aozed d’ézhi ; hag hî a oa daré d’ar marô.

10. Garmi a réjon̄t oud Doué, hag en̄dra ma c’harmen̄t, eur feun̄teun vihan a zeûaz da eur ster vrâz, hag en em fennaz é kalz a zouréier.

11. Ar goulou hag ann héol a zavaz ; ar ré vuel a oé uc’héléet, hag a loun̄kaz ar ré c’halloudek.