Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/622

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
588
levr judit.

en dôa lézet gan̄t-hi madou brâz, kâlz a zervicherien, ha digwésiou leûn a dropellou a zaoud hag a zén̄ved.

8. Brudet-brâz é oa-hî é-touez ann holl, ô véza ma toujé-kaer ann Aotrou ; ha dén na lavaré droug é-béd diwar hé fenn.

9. Pa glevas hou-man̄ pénaoz en dôa Ozias rôet hé c’hér é rôjé kéar a-benn tri dervez, é kasaz da gerc’hout ann hénaoured Chabri ha Charmi.

10. Ar ré-man̄ a zeûaz d’hé c’havout, hag hî a lavaraz d’ézhô : Pénaoz en deûz Ozias rôet hé c’hér é lakajé kéar étré daouarn ann Assiried, ma na zeû skoazel d’é-hoc’h a-benn tri dervez ?

11. Ha piou oc’h-hu c’houi, évit tempti ann Aotrou ?

12. Né kéd al lavar-zé a zidennô war-n-hoc’h hé drugarez ; hôgen ken̄toc’h é tigasô hé vuanégez, hag é lakai da zével he frouden.

13. Kémennet hoc’h eûz d’ann Aotrou préd hé drugarez hervez hoc’h ioul ; hag ann deiz hoc’h eûz merket d’ézhan̄.

14. Hôgen ô véza ma eo habask ann Aotrou, gréomp pinijen évit kémen̄t-sé, ha goulennomp hé drugarez é-kreiz hon daélou.

15. Râk Doué na c’hourdrouz két ével eunn dén, ha na zâv két a zroug enn-han̄ ével é mâb eunn dén.

16. Râk-sé vuélomp hon énéou dira-z-han̄, ha gan̄d eur spéred a izélidigez, bézomp da sklaved d’ézhan̄,

17. Ha pédomp ann Aotrou gan̄d daélou, ma rai trugarez enn hor c’hén̄ver ével ma karô : évit, ével ma eo bét strafiḻet hor c’haloun gan̄t rôgoni hon énébourien, ma fougéimp ivé gan̄d hor vuelder.

18. Râk n’hon eûz két heûliet péc’héjou hon tadou, péré hô deûz dilézet hô Doué, hag hô deûz azeûlet douéed a-ziavéaz brô ;

19. Péré évid ar gwall-zé a zô bét rôet da glézé, da wastadur, da vézégez hô énébourien ; hôgen nî, na anavézomp Doué all é-béd némét-han̄.

20. Gortozomb éta gan̄t vuelder hé fréalzidigez ; hag hén̄ a en̄klaskô hor goâd é-kreiz glac’hariou hon énébourien ; hag é vuélô ann holl boblou a zaô enn hon énép ; hag ann Aotrou, hon Doué, hô c’hôlôi a véz.

21. Ha bréma, va breûdeûr, ô véza ma oc’h hénaoured pobl Doué, ha ma talc’h hé éné diouz-hoc’h, savid hô c’haloun gan̄d hô komsiou, ma wésin̄t pénaoz eo bét temptet hon tadou, évit arnodi ma kéélen̄t hô Doué é gwirionez.

22. Hî a dlé gouzout pénaoz hon tâd Abrabam a zô bét temptet, ha pénaoz goudé ma oé bét arnodet gan̄t kalz a c’hlac’hariou, eo bét deûet da viñoun da Zoué.

23. Éve1-sé Izaak, ha Jakob, ha Moizez, hag ar ré holl hô deûz plijet da Zoué, a zô bét tréménet dré c’hlac’hariou brâz, hag hî tûd féal.

24. Hôgen ar ré péré n’hô deûz két digéméret ann arnodou-zé gan̄d doujan̄s ann Aotrou, péré hô deûz diskouézet hô dihabaskded, hag hô deûz héget ann Aotrou gan̄d hô rébechou hag hô c’hrôzou,

25. A zô bét dispennet gan̄d ann dispenner, hag a zô bét lazet gan̄d ann aéred.

26. Râk-sé na déaromp két enn abek d’ar péz a c’houzan̄vomp ;

27. Hôgen krédomp pénaoz ar c’hastizou-sé a zô disteroc’h égéd hor péc’héjou, ha pénaoz ar walen-zé a zigas Doué ével war hé zervicherien, a zeû ken̄toc’h évid hor gwellaen, égét évid hor c’holl.

28. Neûzé Ozias hag ann hénaoured a lavaraz d’ézhi : Kémen̄t ha ma éc’h eûz lavaret a zô gwîr, ha n’eûz nétrâ da damallout enn da c’heriou.

29. Péd éta bréma évid-omp, ô véza ma oud eur vaouez zan̄tel hag a zouj Doué.

30. Ha Judit a lavaraz d’ézhé : Ével ma anavézit pénaoz ar péz em eûz lavaret a zô eûz a Zoué ;

31. Arnodit ivé mar teû eûz a Zoué ar péz em eûz lékéat em penn da ôber ; ha pédit-hén̄, évit ma startai va dézô.

32. Choum a réot hénôz out porz kéar, ha mé a iélô er-méaz gan̄t va flâc’h : pédit, évit, ével ma hoc’h eûz lavaret, ma zellô ann Aotrou a druez, er pemp dervez-man̄, oud hé bobl a Israel.