Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/621

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
587
levr judit.

a gav d’ézhô na helfé két beza kéméret, ô véza ma eo savet war lein eur ménez.

10. Ar geriou-zé a oé kavet-mâd gan̄d Holofern, ha gan̄d hé oviserien, hag é oé lékéat kan̄t dén da ôber gward war-drô da bép feun̄teun.

11. Pa oé bét gréat ar gward-zé a-héd ugen̄t dervez, ann holl bun̄sou hag ann holl naosiou dour en em gavaz war zéac’h, ha na zeûé két é Bétulia péadrâ da zizéc’hédi a-héd eunn dervez ar ré a choumé enn-hi, dré ma rôed bemdez ann dour d’ar bobl dré ven̄t.

12. Neûzé ar oazed, ar merc’hed, ann dûd-iaouan̄k, hag ar vugalé a zeûaz holl da gavout Ozias, hag a lavaraz d’ézhan̄ enn eur vouéz :

13. Ra vézô Doué da varner étré té ha nî ; râk té eo éc’h eûz didennet ann drouk-zé war-n-omp, ô véza né két fellet d’id komza a béoc’h gan̄d ann Assiried ; ha dré-zé eo en deûz Doué hol lékéat étré hô daouarn.

14. Ével-sé n’hon eûz skoazel é-béd, hag é kouézomp dirâg hô daoulagad gan̄d ar sec’hed, ha gan̄d eur reûz brâz.

15. Strollid éta bréma ar ré holl a zô é kéar, évit ma en em rôimp holl a-ioul da bobl Holofern.

16. Râg gwell eo d’é-omp meûli ann Aotrou er sklavérez ha nî béô, égét mervel bréma, ha béza da vézégez d’ann dûd holl, pa wélimp hor gragez hag hor bugalé ô vervel dirâg hon daoulagad.

17. Nî hô péd hirio dirâg ann én̄v hag ann douar, ha dirâk Doué hon tadou, péhini hor c’hastiz hervez hor péc’héjou, ma lékéot bréma kéar étré daouarn armé Holofern, ma kavimp eur marô trumm dindân ar c’hlézé, é léac’h ar marô hîr a zeû d’é-omp gan̄t fô ar sec’hed.

18. Ha pa oé lavaret kémen̄t-sé gan̄t-hô, é savaz garm ha daélou brâz enn holl strollad tûd ; hag é-pâd meûr a heûr é c’harmchon̄t a-unan ouc’h Doué, ô lavarout :

19. Gan̄d hon tadou hon eûz péc’het, a-éneb ar gwîr hon eûz embréget, fallagriez hon eûz gréat.

20. Té, ô véza ma oud mâd, az péz truez ouz-omp ; pé ven̄j hor fallagriézou, ô kastiza ac’hanomp da-unan ; ha na laka két ar ré hô deûz hô fisian̄s enn-oud, étré daouarn ar bobl ha na anavez két ac’hanod ;

21. Évit na vézô két lavaret é-touez ar boblou : Péléac’h éma hô Doué ?

22. Ha pa oen̄t skuîz ô c’harmi hag ô wéla, é tavchon̄t :

23. Neûze Ozias, beûzet gan̄d ann daélou, a lavaraz d’ézhô : Kalounékait mâd, va breûdeûr, ha gortozomp c’hoaz a-héd ar pemp dervez-man̄ trugarez ann Aotrou :

24. Martézé éc’h habaskai hé vuanégez, hag é savô gloar hé hanô.

25. Hôgen ma na zeû két a skoazel d’é-omp, pa vézô tréménet ar pemp dervez-zé, é raimp ar péz hoc’h eûz lavaret.


————


VIII. PENNAD.


Piou é oa Judit.


1. Ha kémen̄t-sé a oé klevet gan̄t Judit ann in̄tan̄vez, a oa merc’h da Vérari, mâb Idoks, mâb Jozef, mâb Ozias, mâb Élai, mâb Jamnor, mâb Gédéon, mâb Rafaim, mâb Ac’hitob, mâb Malc’hia, mâb Énan, mâb Natania, mâb Salatiel, mâb Siméon, mâb Ruben ;

2. Hé ozac’h a oa hanvet Manasez, péhini a varvaz é préd médérez ann heiz :

3. Râk pa lékéa hé dûd da en̄dramma er parkeier, ar c’hrouez a gouézaz war hé benn, hag hén̄ a varvaz é Bétulia hé géar, hag a oé bésiet enn-hi gan̄d hé dadou.

4. Tri bloaz han̄ter a ioa aba ma oa choumet Judit in̄tan̄vez.

5. Gréat é dôa évit-hi er penn uc’héla eûz hé zî eur gampr disgwél, é péhini é choumé klôz gan̄d hé flac’hed.

6. Hag hî gan̄d eur gouriz-reûn war hé dargreiz, a iuné é holl zeisiou hé buez, neméd é deisiou ar Sabbat, é deisiou ken̄ta pép mîz, hag é goéliou tî Israel.

7. Kaer-brâz é oa-hî ; hag hé ozac’h