Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/528

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
494
ar paralipoménon.


XXIX. PENNAD.


David a veûl ann Aotrou, hag a béd évid hé bobl hag évid hé vâb.


1. Neûzé ar roué David a lavaraz d’ann holl strollad : Va mâb Salomon hép-kén en deûz bét dibabet gan̄t Doué, hag hén̄ iaouan̄k ha téner ; râk brâz eo al labour, pa eo gwir pénaoz né két évid eunn dén, hôgen évid Doué, é saveur eunn tî.

2. Évid-oun-mé em eûz aozet, é kémen̄t ha ma hellenn, mizou tî va Doué : aour évid al listri aour, hag arc’han̄t évid ar ré arc’han̄t ; arem évid ar ré arem, houarn évid ar ré houarn, koat évid ar ré goat : mein oniks, mein gwenn, hag eûz a bép liou, mein talvouduz-brâz, ha kalz a varbr eûz a Baros.

3. Ouc’h-penn kémen̄t-sé em eûz kenniget évit tî va Doué, em eûz ivé rôet eûz va madou va-unan aour hag arc’han̄t évit templ va Doué, hép nivéri ar péz em eûz aozet évit tî ar san̄tuar.

4. Tri mil talan̄t aour eûz a aour Ofir, ha seiz mil talan̄t arc’han̄t ar glana, évid alaouri môgeriou ann templ.

5. Évit é péléac’h-bennâg ma vézô réd, ma rai al labourerien gan̄d aour al labouriou aour, ha gan̄d arc’han̄t al labouriou arc’han̄t. Ha mar fell da eur ré kenniga eunn dra anézhan̄ hé-unan, ra leûniô hiriô hé zourn, ha ra gennigô d’ann Aotrou ar péz a garô.

6. Prin̄sed ann tiadou, ha pennou breûriézou Israel, hag ar villénerien, hag ar gan̄ténerien, ha prin̄sed madou ar roué a réaz éta hô gwéstl.

7. Hag hî a rôaz évit labouriou ti Doué pemp mil talan̄t aour, ha dék mii solid, ha dék mil talan̄t arc’han̄t, ha triouec’h mil talan̄t arem, ha kan̄t mil talan̄t houarn.

8. Ha kémen̄d hini en dôa enn hé di mein talvouduz, hô rôaz évit hô lakaat é ten̄zor tî ann Aotrou, dré zourn Jahiel, ar Gersonit.

9. Hag ar bobl en em laouénaaz ô wéstla kémen̄t-sé anézhô hô-unan ; râg a galoun vâd hô c’hennigen̄t d’ann Aotrou ; hôgen ar roué David en em laouénéé gan̄d eul lévénez vrâz.

10. Hag hén a vennigaz ann Aotrou dirâg ann holl bobl-zé, hag a lavaraz : Benniget oud, Aotrou, Doué Israel, hon tâd a vikenn da vikenn.

11. D’id, Aotrou, eo ar veûrdez, hag ar galloud, hag ar c’hloar, hag ann tréac’h ; ha d’id eo ar veûleûdi : râk kémen̄d a zô enn énv hag enn douar a zô d’id : ar rouan̄télez a zô d’id, ha té a zô dreist ann holl brin̄sed.

12. Ar madou hag ar c’hloar a zô d’id : té a zô Aotrou war ann holl : ann ners hag ar galloud a zô enn da zourn ; ar veûrdez hag ar galloud a zô ivé enn da zourn.

13. Bréma éta éc’h anavézomp ac’hanod évid hon Doué, hag é veûlomp da hano brâz-meûrbéd.

14. Hôgen piou ounn-mé, ha piou eo va fobl, évit ma helfemp kenniga d’id ann holl draou-zé ? Kémen̄t trâ a zô d’id ; ha rôet hon eûz d’id ar péz a oa deûet d’é-omp digan̄d da zourn.

15. Râk tréménidi ha diavésidi omp dira-z-oud, ével hon holl dadou. Hon deisiou a zô ével eur skeûd war ann douar, ha n’eûz dalé é-béd.

16. Aotrou, hon Doué, ann holl vadou-zé hon eûz dastumet évit sével eunn tî d’as hanô san̄tel, a zô deûet digan̄d da zourn, ha kémen̄t trâ a zô d’id.

17. Mé a oar, ô va Doué, pénaoz é furchez ar galounou ha pénaoz é karez ann éeunder ; râk-sé em eûz kenniget kémen̄t-sé d’id é éeunder va c’haloun ha gan̄t lévénez ; ha gwélet em eûz gan̄d eul lévénez vrâz ar bobl a zo bét kavet aman̄, ô kenniga d’id hé rôou a galoun.

18. Aotrou, Doué Abrabam, hag Izaak, hag Israel, hon tadou, mîr da vikenn ann ioul-zé enn hô c’haloun, ha ra gen̄dalc’hin̄t bépréd enn dézo da véza doujuz enn da gén̄ver.

19. Rô ive da Zalomon, va mâb, eur galoun dinam, évit ma virô da c’hourc’hémennou, ha da désténiou, ha da lidou, ha m’hô sévénô holl : ha ma zavô ann tî, évit péhini em eûz aozet kémen̄t a zô réd.