Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/527

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
493
levr ken̄ta.

Na zavi két eunn tî em hanô, ô véza ma oud eunn dén-a-vrézel, ha ma éc’h eûz skuḻet goad.

4. Hôgen ann Aotrou, Doué Israel, en deûz va dibabet é holl dî va zâd, évit va lakaad da roué war Israel da vikenn : râg eûz a Juda en deûz dilennet hô prin̄sed, hag eûz a dî Juda, tî va zâd ; hag é-touez mipien va zâd, en deûz kavet mâd va dibaba da roué war Israel holl.

5. Hag é-touez va mipien (râg ann Aotrou en deûz rôet kalz mipien d’in) en deûz dibabet Salomon, va mâb, évid hé lakaad da azéza war drôn rouan̄télez ann Aotrou war Israel.

6. Hag hén̄ en deûz lavaret d’in : Salomon da vâb a zavô va zî, ha leûriou hé zôr-dâl ; râg hé zilennet em eûz évit va mâb, ha mé a vézô da dâd d’ézhan̄.

7. Ha mé a stardô hé rouan̄télez da vikenn, mar ken̄dalc’h da zévéni va c’hélennou, ha va barnédigézou, ével ma ra bréma.

8. Bréma éta dirâg holl strollad Israel, ha dirâg hon Doué péhini a zélaou ac’hanomp, en̄klaskit, ha mirit holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, hon Doué ; évit ma hô pézô ann douar mâd-man̄, ha ma hé lézot da vikenn d’hô mipien hô-koudé.

9. Ha té, Salomon va mâb, anavez Doué da dâd, ha servich anézhan̄ gan̄d eur galoun vâd, hag eunn ioul stard : râg ann Aotrou a furch enn holl galounou, hag a anavez holl vénosiou ar spéred. Ma her c’hlaskez, her c’havi ; hôgen ma hen dilézez, é tistolô ac’hanod da-vikenn.

10. Bréma éta pa en deûz ann Aotrou da zilennet evit sével tî hé zan̄tuar, en em gréva, ha grâ-hén̄.

11. Hôgen David en dôa rôet da Zalomon hé vâb al linennérez eûz ar porched, eûz ann templ, hag eûz a gamprou ann arrébeûri, hag eûz a gamprou-zibri, hag eûz a gamprou-kousk enn disgwél, hag eûz a dî ann trugarez ;

12. Hag ivé eûz ann holl leûriou a fellé d’ézhan̄ ôber, hag eûz al lôjou trô-war-drô, evit ten̄zoriou tî ann Aotrou, ha ten̄zoriou ann traou sakr ;

13. Hag ivé eûz al lôdennérez eûz ar véleien hag eûz al Lévited a oa é servich tî ann Aotrou, hag eûz ann holl listri a oa réd évit servich templ ann Aotrou :

14. Hag eûz ar poez a dlié da gaout ann holl listri aour, hag ann holl listri arc’han̄t diouc’h hô servich.

15. Rei a réaz ivé ann aour a oa réd évid ar c’han̄toleriou aour hag hô c’hleûzeûriou, hag ann arc’han̄t a oa réd évid ar c’han̄toleriou arc’han̄t hag hô c’hleûzeûriou.

16. Rei a réaz c’hoaz ann aour a oa réd évid ann daoliou a vara-kennig hervez hô men̄t, hag ivé ann arc’han̄t évit taoliou all arc’han̄t.

17. Rei a réaz ivé évid ôber ar fériérigou, hag ar c’hôpou, hag ann ézan̄souérou eûz ann aour ar glana, hag al léonédigou aour, hervez ar ven̄t eûz a bép léonik : rei a réaz ivé arc’han̄t évit léonédigou arc’han̄t, hervez ar poéz anézhô.

18. Rei a réaz aour ar glana évid ann aoter war béhini é deved ann ézan̄s ; hag évid ar gérubined a oa ével eur c’harr, a astenné hô diou-askel hag a c’hôlôé arc’h kévrédigez ann Aotrou.

19. Kémen̄t-sé, émé David, a zô deûet d’in skrivet gan̄d dourn ann Aotrou, évit ma anavézchenn ann holl labour hervez ar skouér.

20. David a lavaraz c’hoaz da Zalomon, hé vâb : Kalounéka, hag en em gréva, ha labour : n’az péz ked a aoun, ha na spoun̄t két : râg ann Aotrou va Doué a vézô gan-éz, ha n’az distolô két, ha n’az dilezô két, kén n’az pézô peûr-c’hréat holl labour servich ti ann Aotrou.

21. Chétu ban̄dennou ar véleien hag al Lévited a vézô gan-éz évid holl zervich tî ann Aotrou, hag hî a zô daré, ha kerkoulz ar brin̄sed hag ar bobl a zô reizet évit ôber da holl c’hourc’hémennou.


————