Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/485

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
451
hervez ann hébréed, ann eil eûz a valakim.


XIX. PENNAD.


Tréc’het eo armé Sennachérib gan̄d éal ann Aotrou.


1. Pa glévaz ar roué Ézéc’hias kémen̄t-sé, é rogaz hé ziḻad, é lékeaz eur sac’h war hé benn, hag éz éaz ébarz tî ann Aotrou.

2. Hag hén̄ a gasaz Éliasim, mérer ann tî, ha Sobna ar skrivañer, hag hénaoured ar véléien, gôlôet gan̄t séier, étrézég Izaias, ar proféd, mâb Amos.

3. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar Ézéc’hias : Eunn deiz a c’hlac’har hag a damall hag a zrouk-péden eo ann deiz-man̄ ; deûed eo ar vugalé bétég war nez génel, hag ar c’hrég é gwilioud n’é deûz két a ners.

4. Martézé en dévézô klévet ann Aotrou, da Zoué, holl c’heriou Rabsasez a zô bét digaset gan̄t roué ann Assiried, hé vestr, évid drouk-pédi gan̄d ann Doué béô, hag évid hé heskina gan̄t geriou en deûz klévet ann Aotrou da Zoué ; grâ éta da béden évid ar ré n’eûz choumet kén német-hô.

5. Servicherien ar roué Ézéc’hias a iéaz éta étrézég Izaias.

6. Hag Izaias a lavaraz d’ézhô : Ann dra-man̄ a léverrot d’hô mestr : Ével-henn é lavar ann Aotrou : N’hô pézet két a aoun râg ar geriou hoc’h eûz klévet, gan̄t péré servicherien roué ann Assiried hô deûz drouk-pédet gan-én̄.

7. Chétu é kasinn d’ézhan̄ eunn avel, hag hén̄ a glévô eur c’hélou, hag é tistrôi d’hé vrô ; ha mé hel lakai da gouéza dindân ar c’hlézé enn hé vrô hé-unan.

8. Rabsasez éta a zistrôaz hag a gavaz roué ann Assiried péhini a stourmé out Sobna ; râk klévet en dôa pénaoz é oa en em dennet eûz a zirâk Lachis.

9. Ha pa glévaz hanô eûz a Daraka, roué Étiopia, ô lavarout : Éad eo er-méaz évit stourmi ouz-id ; abars m’az éaz enn hé énep, é kasaz kannaded étrézég Ézéc’hias, ô lavarout :

10. Livirit ann dra-man̄ da Ézéc’hias, roué Juda : Na véz két touellet gan̄d da Zoué é péhini éma da fisian̄s, ha na lavar két : Na vézô két lekéat Jéruzalem étré daouarn roué ann Assiried.

11. Râk té éc’h eûz klévet da-unan pétrâ hô deûz gréat rouéed ann Assiried d’ann holl vrôiou, ha pénaoz hô deûz hô gwastet ; ha na vézô néméd-od bréma a hellô béza dieûbet ?

12. Douéed ar brôadou, hag hî hô deûz dizoaniet ar ré hô deûz gwastet va zadou, da lavaroud eo, Gozan, hag Haran, ha Résef, ha mipien Éden, péré a oa é Télassar ?

13. Péléac’h éma roué Émat, ha roué Arfad, ha roué kéar Séfarvaim, hag Ana, hag Ava ?

14. Ézéc’hias ô véza kéméret al lizer eûz a zourn ar c’hannaded, hé lennaz, a biñaz da dî ann Aotrou, hag hé zisplégaz dirâg ann Aotrou.

15. Hag Ézéc’hias a bédaz dira-z-han̄, ô lavarout : Aotrou, Doué Israel, péhini a zô azézet war ar gérubined, té hép-kén eo Doué holl rouéed ann douar ; té eo éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar.

16. Rô skouarn ha sélaou ; digor da zaoulagad, Aotrou, ha gwél ; sélaou holl c’heriou Sennachérib, péhini en deûz kaset évit drouk-pédi gan̄d ann Doué béô dira-z-omp.

17. Gwîr eo, Aotrou, pénaoz rouéed ann Assiried hô deûz gwastet ann holl vrôadou hag hô douarou,

18. Ha ma hô deûz taolet hô douéed enn tân ; râk né oan̄t két douéed, hôgen labour daouarn ann dûd, gréat gan̄t koat ha gan̄t mein ; hag hî hô deûz torret anézhô. (T).

19. Bréma éta, Aotrou, hon Doué, tenn ac’hanomp eûz hé zourn, évit ma wézô holl rouan̄télésiou ann douar pénaoz té hép-kén eo ann Aotrou Doué.

20. Neûzé Izaias, mâb Amos, a gasaz da gavout Ézéc’hias, évit lavarout d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Ar béden éc’h eûz gréat d’in diwar-benn Sennachérib, roué ann Assiried, em eûz klévet.

21. Chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou anézhan̄ : Ar werc’hez, merc’h