Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/484

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
450
pévaré levr ar rouéed,

19. Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô : Livirit da Ézéc’hias : ével-henn é lavar ar roué brâz, roué ann Assiried : Pétrâ eo ar fisian̄s-zé war béhini en em harpez ?

20. Martézé éc’h eûz kéméret ann dézô d’en em aoza d’ann emgann. É piou é fisiez-té, ma krédez dispac’ha ouz-in ?

21. Ha té a fisiô é roué ann Éjipt, péhini n’eo néméd eur gorsen dorret ; mar teû eunn dén d’en em harpa war-n-ézhi (T), é torrô, éz ai ann tammou enn hé zourn, hag é toullô anézhan treûz-didreûz ? Ével-sé éma Faraon, roué ann Éjipt, é kén̄ver kémen̄d hini a laka hé fisian̄s enn-han̄.

22. Ma livirit d’in : Enn aotrou hon Doué é lékéomb hor fisian̄s ; ha né két hen-nez eûz a béhini en deûz Ézéc’hias diskaret al lec’hiou uc’hel hag ann aoteriou, hag en deûz gourc’hémennet da Juda ha da Jéruzalem, ô lavarout : Dirâg ann aoter-man̄ éc’h azeûlot é Jéruzalem ?

23. Bréma éta kerzit a-énep va aotrou, roué ann Assiried, ha mé a rôi d’é-hoc’h daou vil marc’h ; ha gwélit mar gellot kavout tûd da biña war-n-ézhô.

24. Ha pénaoz é helfez-té énébi oud eur c’habitan hép-kén eûz a zistéra servicherien va aotrou ? Ha fisioud a réz enn Éiipt enn abek d’hé girri ha d’hé varc’héien ?

25. Hag a-éneb ioul ann Aotrou ounn-mé piñet el leac’h-man̄, évid hé gâs-da-gét ? Ann Aotrou en deûz lavaret d’in : Pîñ d’ar vrô-zé ; ha kâs-hi da-gét.

26. Hôgen Éliasim, mâb Helsias, ha Sobna, ha Joahé a lavaraz da Rabsasez : Da bédi a réomp ma komzi ouz-omp-ni, da zervicherien, é iéz ar Siried, râk nî a oar ann iéz-zé ; ha na gomz két ouz-omp é iéz ar Iuzevien dirâg ar bobl a zélaou war ar vûr.

27. Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô : Hag étrézé da aotrou, hag étrézég enn-od eo en deûz va c’haset va aotrou, évit lavarout kémen̄t-man̄ ; ha né két ken̄toc’h étrézég ann dûd-zé péré a zô war ar vûr, a zebrô hô c’haoc’h hag a évô hô zroaz gan-é-hoc’h ?

28. Rabsasez éta a zavaz, hag a griaz gan̄d eur vouéz gré é iéz ar Iuzevien, ô lavarout : Sélaouit geriou ar roué brâz, roué ann Assiried.

29. Ével-henn é lavar ar roué : Na douellet két Ézéc’hias ac’hanod, râk na hellô két hô tenna eûz va dourn.

30. Ha n’hô lékéet két da fisiout enn Aotrou, ô lavarout : Ann Aotrou a ziboaniô ac’hanomp, hag ar géar-man̄ na vézô két lékéat étre daouarn roué ann Assiried.

31. Na zélaouit két Ézéc’hias, râg ével-henn é lavar roué ann Assiried : Grît gan-én̄ ar péz a zô talvouduz d’é-hoc’h, ha deûit d’am c’havout ; ha pép-hini ac’hanoc’h a zebrô eûz hé winien hag eûz hé figézen, hag a évô dour eûz hé bun̄sou,

32. Kén na zeûinn ha na zigasinn ac’hanoc’h enn eunn douar a zô hén̄vel oud hô touar, douar frouêzuz, ha founnuz é gwîn, douar bara ha gwiniennou, douar olived, douar éôl ha mél ; hag é vévot, ha na varvot két. Na zélaouit két Ézéc’hias, péhini a douell ac’hanoc’h, ô lavarout : Ann Aotrou a zizoaniô ac’hanomp.

33. Douéed ar brôadou hag hî hô deûz tennet hô douar eûz a zaouarn roué ann Assiried ?

34. Péléac’h éma doué Êmat, ha doué Arfad ? Péléac’h éma doué Sefarvaim, doué Ana, ha doué Ava ? Ha tennet hô deûz-hi Samari eûz va dourn ?

35. Ha béz’ éz eûz unan é-touez holl zouéed ar brôadou, a gémen̄d en défé tennet hé vrô eûz va daouarn, évit ma helfé ann Aotrou tenna Jéruzalem eûz va daouarn ?

36. Koulskoudé ar bobl a davaz, ha na respoun̄taz nétrâ d’ézhan̄ ; râg ar roué en dôa gourc’hémennet d’ézhô na respoun̄tchen̄t két d’ézhan̄.

37. Neûzé Éliasim, mâb Helsias, mérer ann tî, ha Sobna ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf, ann dieller, a zeûaz da gavout Ézéc’hias, goudé béza roget hô diḻad ; hag hî a rôaz da anaout d’ézhan̄ geriou Rabsasez.


————