Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/482

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
448
pévaré levr ar rouéed,

ha na choumaz némét breûriez Juda hép-kén.

19. Ha Juda hé-unan na viraz két gourchémennou ann Aotrou hé Zoué ; hôgen kerzoud a réaz enn direisiou en dôa heûliet Israel.

20. Hag ann Aotrou a zistaolaz holl wenn Israel, hag a c’hlac’haraz anézhô, hag a lékéaz anézhô étré daouarn hô gwasterien, kén n’hô distaolaz eûz a zira-z-han ;

21. Adaleg ann amzer é péhini en em rannaz Israel eûz a dî David, hag é lékéjon̄t Jéroboam, mâb Nabat, da roué d’ézhô : râk Jéroboam a rannaz Israel diouc’h ann Aotrou, hag hô lékéaz da ôber eur péc’héd brâz.

22. Ha bugalé Israel a gerzaz enn holl béc’héjou en dôa gréat Jéroboam ; ha n’en em denchon̄t két diout-hô ;

23. Kén na zistaolaz ann Aotrou Israel eûz a zira-z-han̄, é-c’hiz m’en dôa hé lavaret dré c’hénou ann holl broféded hé zervicherien ; hag Israel a oé kaset eûz hé vrô é brô ann Assiried, ével ma eo bétég-henn.

24. Hôgen roué ann Assiried a zigasaz tûd eûz a Vabilon, hag eûz a Guta, hag eûz a Avash, hag eûz a Emat, hag eûz a Séfarvaim ; hag hén̄ hô lékéaz é kériou Samari é léac’h bugalé Israel. Ar ré-man̄ a oé perc’hen da (T) Zamari, hag a choumaz enn hé c’hériou.

25. Ha pa zeûjon̄t da choum énô, na zoujen̄t két ann Aotrou ; hag ann Aotrou a gasaz enn hô énep léoned, péré a lazé anézhô.

26. Danévellet é oé kémen̄t-sé da roué ann Assiried, ô lavarout : Ann dûd éc’h eûz digaset hag éc’h eûz lékéat da choum é keriou Samari, na anavézon̄t két lézennou Doué ar vrô, hag ann Doué-zé en deûz kaset enn hô énep léoned péré a lâz anézhô, ô véza na anavézon̄t két kéélidigez Doué ar vrô.

27. Neûzé roué ann Assiried a c’houc’hémennaz, ô lavarout : Kasit dî unan eûz ar véléien hoc’h eûz digaset ac’hanô é sklavérez ; éat, ha choumet gan̄t-hô, ha desket d’ézhô lézennou Doué ar vrô.

28. Unan éta eûz ar véléien a oa bét digaset é sklavérez eûz a Zamari, a iéaz hag a choumaz é Samari, hag a zeskaz d’ézhô pénaoz é tlien̄t kééla ann Aotrou.

29. Hôgen péb brôad a réaz pép-hini hé Zoué d’ézhi hé-unan, hag hî hô lékéaz é templou al lec’hiou uc’hel hô dôa savet ar Samaried, péb brôad er géar é péhini é choumen̄t.

30. Ha tûd Babilon a réaz Soc’hot-bénot hô Doué, ha tûd Kuta a réaz Nergel, ha tûd Emat a réaz Asima.

31. Ann Hévéed a réaz Nébahaz ha Tartak. Hôgen ar ré a oa eûz a Zéfarvaim a zévé hô bugalé enn tân, enn énor da Adramélec’h ha da Anamélec’h, douéed Séfarvaim :

32. Ha koulskoudé éc’h azeûlen̄t ann Aotrou. Hôgen kémérout a réjon̄t béléien é-touez ar ré zistéra évid hô léc’hiou uc’hel, hag é lékéjon̄t anézhô enn templou ar ré vrudéta.

33. Ha pétrâ-bennâg ma azeûlen̄t ann Aotrou, é servichen̄t ivé hô douéed hervez ar boaz eûz ar brôadou eûz a greiz péré é oan̄t bét dizouget da Zamari.

34. Bété vréma éc’h heûlion̄t c’hôaz hô boaz kôz ; na zoujon̄t két ann Aotrou, ha na viron̄t két hé lidou, nag hé varnédigézou, nag hé lézen, nag ar gourc’hémenn en deûz gréat da vugalé Jakob, en deûz les-hanvet Israel.

35. Hag ann Aotrou en dôa gréat kévrédigez gan̄t-hô, hag en dôa gourc’hémennet d’ézhô, ô lavarout : Na zoujit két douéed a-ziavéaz ha na azeûlit két anézhô, ha na zervichit két anézhô, ha na rit két a zakrifiz d’ézhô :

36. Hôgen ann Aotrou, hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a vrô ann Ejipt gan̄d eunn nerz vrâz, ha gan̄d eur vréac’h astennet, doujit-hén̄, hag azeûlit-hén̄, ha grit sakrifisou d’ézhan̄.

37. Mirid ivé hé lidou, hag hé varnédigézou, hag hé lézennou, hag ar gourc’hémennou en deûz skrivet d’é-hoc’h, ha grit kémen̄t-sé bépréd ; ha na zoujit két douéed a-ziavéaz.

38. Na an̄kounac’hait két ar gévrédigez en deûz gréat gan-é-hoc’h ; ha na géélit két douéed a-ziavéaz.