Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/481

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
447
hervez ann hébréed, ann eil eûz a valakim.

20. Hag Ac’haz a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David ; hag Ézéc’hias, hé vâb, a rénaz eun hé léac’h.


————


XVII. PENNAD.


Salmanaser a gémer Samari, hag a zigas ann dûd anézhi enn Assiria.


1. Enn daouzékved bloaz eûz a Ac’haz, roué Juda, Oséé, mâb Éla, a rénaz é Samari war Israel é-pâd naô bloaz.

2. Ober a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou ; nann koulskoudé ével ar rouéed eûz a Israel a oa bét enn hé raok.

3. Salmanasar, roué ann Assiried, a zavaz enn hé énep, hag Oséé a zeûaz da bléga d’ézhan̄ ha da baéa gwiriou d’ézhan̄. (T).

4. Hôgen roué ann Assiried ô véza anavézet pénaoz Oséé ô klask ann tû da zispac’ha, en dôa kaset kannaded étrézé Sua, roué ann Ejipt, évit na baéjé mui da roué ann Assiried ar gwiriou é oa boazet da baéa bép ploaz, a stourmaz out-han̄, hag ô véza hé drec’het, é kasaz anezhan̄ er vâc’h.

5. Ha Salmanasar a réaz argadennou dré ann holl vrô ; hag ô piña bété Samari, é c’hrounnaz anézhi é-pâd trî bloaz.

6. Enn naved bloaz eûz a Oséé, Salmanasar a géméraz Samari, hag a zigasaz ann Israélited é brô ann Assiried ; hag hén̄ hô lékéaz da choum é Hala, hag é Habor, keriou d’ar Médied, war-harz ster Gozan.

7. Râk c’hoarvézoud a réaz pénaoz bugalé Israel a béc’haz a-éneb ann Aotrou hô Doué, péhini en dôa hô zennet eûz a vrô ann Éjipt, eûz a zaouarn Faraon, roué ann Éjipt ; ha ma azeûlchon̄t douéed a-ziavéaz.

8. Hag hî a gerzaz hervez kîz ar brôadou en dôa disman̄tret ann Aotrou dirâk bugalé Israel, hag hervez kîz rouéed Israel, hô dôa gréat enn hévélep doaré.

9. Ha bugalé Israel hô dôa péc’het é-ken̄ver ann Aotrou (T), hô Doué, gan̄t ôberiou direiz : hag hî hô dôa savet évit-hô lec’hiou uc’hel enn hô holl geriou, adalek tour ar gwardou bétég ar géar gré.

10. Ober a réjon̄t ivé évit-hô skeûdennou, ha koadou sakr war ann holl grec’hiou uc’hel, ha war holl goadou déliennek :

11. Hag hî a zevé ézan̄s war ann aoteriou diouc’h boaz ar brôadou en dôa ann Aotrou disman̄tret dira-z-hô : hag hî a réaz gwall draou hag a heskiné ann Aotrou.

12. Hag hî a géélaz louzdoniou, pétrâ-bennâg m’en dôa ann Aotrou difennet ann traou-zé.

13. Ann Aotrou en dôa testéniet enn Israel hag é Juda, dré c’hériou hé holl broféded hag ar wélerien, ô lavarout : Distrôit eûz hô kwall hen̄chou, ha mirit va c’hélennou, ha va lidou hervez ann holl lézennou em eûz gourc’hémennet d’ho tadou ; hag ével ma em eûz hô c’haset d’é-hoc’h dré c’hénou ar broféded va zervicherien.

14. Ar ré-man̄ na zélaouchon̄t két ; hôgen kalédi a réjon̄t hô fennou ével pennou hô zadou, péré na fellaz két d’ézhô sen̄ti oud ann Aotrou, hô Doué.

15. Hag hî a zistaolaz hé lézennou, hag ar gévrédigez en dôa gréat gan̄d hô zadou, hag ann testéniou en dôa rôet d’ézhô : hag hî a heûliaz ann traou gwân, ha na réjon̄t némét traou gwân ; mon̄d a réjon̄t war lerc’h ar brôadou a oa war hô zrô, pétrâ-bennâg m’en dôa ann Aotrou difennet out-hô na rajen̄t ével-t-hô.

16. Hag hî a zilézaz holl gélennou ann Aotrou, hô Doué, hag a réaz évit-hô daou leûé teûz ha koajou sakr ; hag éc’h azeûlchon̄t holl armé ann én̄v ; hag é servizchon̄t Baal.

17. Hag hî a wéstlaz hô mipien hag hô merc’hed dré ann tân, hag en em rôjon̄t d’ann diouganérez ha d’ann arouésiou ; hag é réjon̄t ann drouk dirâg ann Aotrou, évid hé heskina.

18. Hag ann Aotrou a zavaz kals a zrouk enn-han̄ a-énep (T) Israel, hag a dennaz anézhô eûz a zira-z-han̄ ;