Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/480

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
446
pévaré levr ar rouéed,


XVI. PENNAD.


Ac’haz en em rô da géélidigez ann idolou.


1. Er seitékved bloaz eûz a Faséé, mâb Roméli, é teûaz Ac’haz, mâb Joatam, roué Juda, da réni.

2. Ugen̄t vloaz é oa Ac’haz pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz c’houézék vloaz é Jéruzalem ; na réaz két ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou, hé Zoué, ével David hé dâd ;

3. Hôgen kerzoud a réaz é hen̄chou rouanez Israel : hag ouc’h-penn é wéstlaz hé vâb, oc’h hé lakaat é-kreiz (T) ann tân, hervez idolatri ar brôadou en dôa bévézet ann Aotrou dirâk bugalé Israel.

4. Laza a réa ivé viktimou, hag é tevé ézan̄s war al lec’hiou uc’hel, ha war ar c’hrec’hiou, ha dindân ar gwéz déliennek.

5. Neûzé é piñaz Rasin, roué Siria, ha Faséé, mâb Roméli, roué Israel, évit stourmi out Jéruzalem ; ha pétrâ-bennâg ma strôben̄t anézhan̄, na helchon̄t két hé drec’hi.

6. Enn amzer-zé Rasin, roué Siria, a rôaz a névez Ailam d’ar Siried, hag é kasaz-kuît ar Iuzevien eûz a Ailam ; hag ann Iduméed a zeûaz da Ailam, hag a choumaz énô ével ma réon̄t c’hoaz hiriô.

7. Hôgen Ac’haz a gasaz kannaded étrézé Téglatfalasar, roué ann Assiried, évit lavaroud d’ézhan̄ : Da zervicher ha da vâb ounn ; pîñ ha denn ac’hanoun eûz a zaouarn roué Siria, hag eûz a zaouarn roué Israel, péré a zô savet hô daou em énep.

8. Ha p’en dôé dastumet ann archan̄t hag ann aour a hellaz da gavout é tî ann Aotrou, hag é ten̄zoriou ar roué, hô c’hasaz da rei da roué ann Assiried.

9. Roué ann Assiried a aotréaz d’ézhan̄ hé c’hoan̄t, a biñaz da Zamas hag a wastaz anézhi : dizougen a réaz ann dûd anézhi é Sirén, hag é lazaz Rasin.

10. Neûzé Ac’haz a iéaz bété Damas war arbenn da Téglatfalasar, roué ann Assiried, ha pa wélaz ann aoter a oa é Damas, ar roué Ac’haz a gasaz da Urias, ar bélek, ar skouér anézhî, gan̄d ann hévélédigez eûz hé holl labour.

11. Hag Urias ar bélek a zavaz eunn aoter ; hag hén̄ hé gréaz enn-holl hervez m’en dôa hé c’hourc’hémennet ar roué Ac’haz eûz a Zamas, kén na zistrôjé ac’hanô.

12. Ha pa oé distrôet ar roué eûz a Zamas, é wélaz ann aoter, hag éc’h énoraz anézhi ; hag hén̄ a biñaz hag a lazaz viktimou, hag a gennigaz hé sakrifiz hé-unan.

13. Hag hén̄ a réaz hé vraoued-kennigou, hag a skuḻaz goad ann hostivou a béoc’h en dôa kenniget war ann aoter.

14. Hôgen ann aoter arem a oa dirâg ann Aotrou, hé zenna a reaz eûz a greiz ann templ, hag eûz a léac’h ann aoter, hag eûz a léac’h templ ann Aotrou, hag e lékéaz anézhi é-kén̄ver ann aoter war-zû ann han̄ter-nôz.

15. Hag ar roué Ac’haz a c’hourc’hémennaz da Urias ar bélek, ô lavarout : War ann aoter veûr é kennigi ar sakrifiz-losk eûz ar min̄tin, hag ar sakrifiz eûz ar pardaez, ha sakrifiz-losk ar roué, hag hé sakrifiz hé-unan, ha sakrifiz-losk holl bobl ar vrô, hag hô sakrifisou hô-unan, hag hô braoued-kennigou ; hag é skuḻi war-n-ézhi holl c’hoad ar sakrifisou, hag holl c’hoad ar viktimou ; hôgen ann aoter arem a vézô aozet hervez ma plijô gan-en.

16. Urias ar bélek a réaz éta kémen̄d en dôa gourc’hémennet d’ezhan̄ ar roué Ac’haz.

17. Hôgen ar roué Ac’haz a dennaz ar sôliou kizellet, hag ar réol a oa war-n-ézhô ; tenna a réaz ivé ar môr diwar ann éjenned arem war béré é oa douget, hag é lékéaz anézhan̄ war leûr ann templ a oa gôlôet a vein.

18. Tenna a réaz ivez gôlô ar sabbat, en dôa savet enn templ, hag é léac’h an̄tré ar roué a-ziavéaz, é réaz unan é diabarz (M) templ ann Aotrou, enn-abek da roué ann Assiried.

19. Oberiou all Ac’haz, ha kémen̄d a réaz, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?