Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/441

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
407
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

3. Hag hén̄ a rôaz eunn arouéz enn deiz-zé, ô lavarout : Hou-man̄ a vézô ann arouez pénaoz en deûz komzet ann Aotrou : chétu é fraḻô ann aoter, hag é vézô feltret al ludu a zô war-n-ézhan̄.

4. Pa glevaz ar roué ar geriou en dôa garmet ann dén Doué oud ann aoter a oa é Bétrel, é astennaz hé zourn eûz ann aoter, ô lavarout : Krogit enn-han̄. Hag ann dourn en dôa astennet out-han̄ a zéc’haz ; ha na hellaz mui hé denna étrézég enn-han̄.

5. Ann aoter ivé a fraḻaz, hag al ludu a oa war-n-ézhi a oé feltret hervez ann arouéz en dôa rôet ann dén Doué dré c’hér ann Aotrou.

6. Hag ar roué a lavaraz d’ann dén Doué : En em erbéd dirâg ann Aotrou, da Zoué, ha péd évid-oun, évit ma tistrôiô va dourn din. Hag ann dén Doué a bédaz dirâg ann Aotrou, ha dourn ar roué a zistrôaz d’ézhan̄, hag a zeûaz ével ken̄t.

7. Hag ar roué a lavaraz d’ann dén Doué : Deûz da leina gan-én̄ em zi, ha mé a rôiô d’id traou kaer. (T).

8. Hag ann dén Doué a lavaraz d’ar roué : Ha pa rôfez d’in ann han̄ter eûz da dî, n’az ajenn két gan-éz, ha na zebrchenn kéd a vara, ha na évchenn kéd a zour el léac’h-man̄ :

9. Râg ével-henn eo bét gourc’hémennet d’in gan̄t gér ann Aotrou, ô lavarout : Na zebri kéd a vara, ha na évi kéd a zour, ha na zistrôi két dré ann hen̄t ma oud deûet.

10. Mon̄d a réaz éta kuît dré eunn hen̄t all, ha na zistrôaz két dré ann hen̄t ma oa deûet da Vétel.

11. Hôgen béz’ éz oa eur profed kôz hag a choumé é Bétel ; hag hé vipien a zeûaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ kémen̄d en dôa gréat ann dén Doué enn deiz-zé é Bétel : hag hî a zanévellaz ivé d’hô zâd ar geriou en dôa lavaret d’ar roué.

12. Hag hô zâd a lavaraz d’ézhô : Dré bé hen̄t ef-hén̄ éat ? Hag hé vipien a ziskouézaz d’ézhan̄ dré hé hen̄t é oa éat-kuît ann dén Doué a oa deûet eûz a Juda.

13. Hag hén̄ a lavaraz d’hé vipien : Likid eunn dibr war eunn azen d’in. Ha pa oé dibret gan̄t-hô, é piñaz war-n-ézhan̄.

14. Hag éz éaz war-lerc’h ann dén Doué, hag é kavaz anézhan̄ azézet dindân eunn térébin̄t : hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té eo ann dén Doué a zô deûet eûz a Juda ? Hag hén̄ a lavaraz : Mé eo.

15. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz gan-en̄ d’am zî évid dibri bara.

16. Hag hén̄ a lavaraz : Na hellann két distrei, na mon̄t gan-éz, na dibri, nag éva dour el leac’h-man̄ :

17. Râg ann Aotrou en deûz komzet ouz-in dré c’hér ann Aotrou, ô lavarout : Na zebri kéd a vara, ha na évi kéd a zour énô, ha na zistrôi két dré ann hén̄t ma vézi éat.

18. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Profed ounn ivé ével-d-oud ; hag eunn éal en deûz komzet ouz-in dré c’hér ann Aotrou, ô lavarout : Digas-hén̄ gan-éz enn da dî, évit ma tebrô bara, ha ma évô dour. Hag hé-man̄ a douellaz anézhan̄,

19. Hag hé gasaz gan̄t-han̄ : hag hén̄ a zebraz bara, hag a évaz dour enn hé dî.

20. Ha pa oan̄t azézet ouc’h taol, gér ann Aotrou a zeûaz étrézég ar profed en dôa hé lékéat da zistrei.

21. Hag hén̄ a charmaz oud ann dén Doué a oa deûet eûz a Juda, ô lavarout : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : O véza n’éc’h eûz két sen̄tet out gér ann Aotrou, ha n’éc’h eûz két miret ar gourc’hémenn en dôa gréat did ann Aotrou, da Zoué,

22. Ha ma oud distrôet, ha ma éc’h eûz debret bara, ha ma éc’h eûz évet dour, el léac’h é péhini en dôa ann Aotrou lavaret d’id na zebrchez bara, na na évchez dour, na vézô két douget da gorf-marô é béz da dadou.

23. Ha pa en dôé hé-man̄ debret hag évet, ar profed en dôa hé zigaset a zibraz hé azen d’ézhan̄.

24. Ha p’az éa hé-man̄ kuît, eul léon en em gavaz gan̄t-han̄ enn hen̄t, hag a lazaz anézhan̄, hag hé gorf-marô a choumaz gourvézet enn hen̄t : hôgen ann azen a oa choumet enn hé gichen, hag al léon a oa choumet é-kichen hé gorf-marô.