Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/440

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
406
trédé levr ar rouéed,

David ? Na pé digwéz é mâb Isai ? Israel, kéa d’as teltou, ha té, David, gwél bréma da dî. Hag Israel a iéaz d’hé deltou.

17. Hôgen Roboam a rénaz war ar vugalé eûz a Israel péré a choumé é keriou Juda.

18. Ar roué Roboam a gasaz éta Aduram péhini a oa war ann tellou : hag Israel holl a labézaz anézhan̄, kén na oé marô. Hôgen ar roué Roboam a biñaz râk-tâl war hé garr, hag a dec’haz da Jéruzalem.

19. Hag Israel en em zistagaz eûz a dî David, bété vréma.

20. Pa glevaz Israel holl pénaoz é oa distrôet Jéroboam, é kaschon̄t tûd d’hé c’hervel évid don̄d enn hô strollad, hag é lékéjon̄t anézhan̄ da roué war Israel holl ; hag hini anézhô n’az éaz war heûl tî David némét breûriez Juda hép-kén.

21. Hôgen Roboam ô véza deûet da Jéruzalem, a zastumaz holl dî Juda ha breûriez Ben̄jamin, naô-ugen̄t mil dén-a-vrézel, tûd évit ar ré wella, évit stourmi out tî Israel, ha digas adarré ar rouan̄télez da Roboam, mâb Salomon.

22. Hôgen gér ann Aotrou a iéaz étrézé Séméias, dén Doué, ô lavarout :

23. Komz out Roboam, mâb Salomon, roué Juda, hag oud holl dî Juda ha Ben̄jamin, hag oud ar ré all eûz ar bobl, ô lavarout :

24. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na biñot két, ha na vrézélékéot két a-énep hô preûdeûr, bugalé Israel. Distrôet pép-hini d’hé dî ; râk mé eo em eûz gréat kémen̄t-sé. Hi a zélaouaz lavar ann Aotrou, hag a zistrôaz eûz hô hen̄t, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhô.

25. Hôgen Jéroboam a zavaz Sichem war vénez Éfraim, hag a choumaz enn-hi : hag ô veza éat er-méaz ac’hanô, é savaz Fanuel.

26. Ha Jéroboam a lavaraz enn hé galoun : A-benn némeûr é tistrôi ar rouan̄télez da di David.

27. Mar piñ ar bobl-man̄ évid ôber sakrifisou é tî ann Aotrou é Jéruzalem, kaloun ar bobl-man̄ a drôi oud he aotrou Roboam, roué Juda ; hag hî a lazô ac’hanoun hag a zistrôi étrézég-hén̄.

28. Ha goudé béza gréat hé sonch gan̄t-han̄ (T), é réaz daou leûé aour, hag é lavaraz d’ar bobl : Na biñit mui da Jéruzalem : Israel, chétu da zouéed, péré hô deûz da zigaset eûz a vrô ann Éjipt.

29. Hag hén̄ a lékéaz unan é Betel, hag égilé é Dan.

30. Ha kémen̄t-se a zeûaz da béc’hed ; râg ar bobl a iéa bété Dan évid azeûli al leûé.

31. Ober a réaz ivé templou war al lec’hiou uc’hel, ha béleien eûz ar ré zistéra eûz ar bobl, péré na oan̄t két eûz a vipien Lévi.

32. Lakaad a réaz ivé eunn deiz lîd enn eizved mîz, er pemzekved deiz eûz ar mîz, é doaré ar goél-brâz a oa lidet é Juda. Hag hén̄ a biñé oud ann aoter, ével ma réaz é Bétel, évid ôber sakrifisou d’al leûéou en dôa gréat : hag hén̄ a lékéaz é Bétel béleien évid al lec’hiou uc’hel en dôa savet.

33. D’ar pemzékved deiz eûz ann eizved mîz, en dôa kavet enn hé galoun hé-unan, é piñaz oud ann aoter en dôa savet é Bétel : hag hén̄ a réaz eur goél-brâz da vugalé Israel, hag hén̄ a biñaz oud ann aoter évid dévi ézan̄s.


————


XIII. PENNAD.


Eur profed a ziougan da Jéroboam ganédigez Josias, ha diskar al lec’hiou uc’hel.


1. Ha chétu eunn dén Doué a zeûaz dré c’hér ann Aotrou da Vétel, pa édô Jéroboam enn hé zâ oud ann aoter, ha ma taolé ann ézan̄s.

2. Hag hén̄ a c’harmaz oud ann aoter dré c’hér ann Aotrou, hag a lavaraz : Aoter, aoter, ével-henn é lavar ann Aotrou ; chétu é vézô ganet eur mâb é tî David, a vézô hanvet Josias, hag a lazô war-n-oud béleien al lec’hiou uc’hel, péré a zév bréma ézan̄s war-n-oud, hag a zévô war-n-oud eskern ann dûd.