Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/434

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
400
trédé levr ar rouéed,

c’hourc’hémennou, hag hé lidou, hag hé varnédigezou, ével ma en deûz hô c’hémennet d’hon tadou.

59. Ha ra vézô ar gériou-man̄, dré béré em eûz pédet dirâg ann Aotrou, tôst d’ann Aotrou, hon Doué, nôz-deiz évit ma rai barnédigez bemdez d’hé zervicher ha d’hé bobl Israel,

60. Évit ma wézô holl boblou ann douar, pénaoz ann Aotrou eo Doué hé-unan, ha n’eûz hini all némét-han̄.

61. Ra vézô ivé klôk hor c’haloun gan̄d ann Aotrou, hon Doué, évit ma kerzimp hervez hé gélennou, ha ma virimp hé c’hourc’hémennou, ével ma réomp hiriô.

62. Ar roué éta, hag holl Israel gan̄t-han̄, a laze viktimou dirâg ann Aotrou.

63. Ha Salomon a lazaz hostivou a béoc’h, hag a gennigaz d’ann Aotrou daou vil éjenn war-n-ugen̄t, ha c’houec’h ugen̄t mil dan̄vad : hag ar roué gan̄t bugalé Israel a westlaz templ ann Aotrou.

64. Enn deiz-zé ar roué a zan̄téleaz kreiz al leûr a oa dirâk tî ann Aotrou : râg hén̄ a gennigaz énô sakrifisou-losk ha sakrifisou all, ha lard ar viktimou a béoc’h, ô véza ma oa ré vihan ann aoter arem a oa dirâg ann Aotrou, ha na hellet két lakaad war-n-ézhi ar sakrifisou-losk, hag ar sakrifisou all, ha lard ar viktimou a béoc’h.

65. Salomon a réaz éta neûzé eur gouél brudet-brâz, hag holl Israel gan̄t-han̄, enn eur rumm brâz, adalek dôr Émat bété ster ann Ejipt, dirâg ann Aotrou hon Doué, é-pâd seiz dervez ha seiz dervez, da lavaroud eo pévarzék dervez.

66. Hag ann eizved dervez é kasaz ar boblou kuît, hag ar ré-man̄ a vennigé ar roué, hag a zistrôaz d’hô zeltou laouen-brâz, ha gan̄d eur galoun dréô évid ann holl vadou en dôa gréat ann Aotrou da Zavid hé zervicher, ha da Israel hé bobl.


————


IX. PENNAD.


Ann Aotrou en em ziskouéz adarré da Zalomon. Kalz keriou a zâv.


1. Pa en dôé peûr-chréat Salomon tî ann Aotrou, ha tî ar roué, ha kémen̄d en dôa c’hoan̄téet, ha ma oa fellet d’ézhan̄ da ôber,

2. En em ziskouézaz ann Aotrou d’ézhan̄ eunn eil wéach ével ma oa en em ziskouézet d’ézhan̄ é Gabaon.

3. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaouet em eûz oud ar béden hag oud ar goulenn éc’h eûz gréat dira-z-oun : san̄téléet em eûz ann tî-man̄ éc’h eûz savet, évit ma lakajenn énô va hanô da-vikenn ; ha va daou-lagad ha va c’haloun a vézô énô bépréd.

4. Ha té, mar kerzez dira-z-oun, ével ma en deûz kerzet da dâd, enn éeunder a galoun hag er reizded ; mar gréz kémen̄d em eûz gourc’hémennet d’id, ha mar mirez va lézennou ha va barnédigézou,

5. Mé a lakai da drôn da rén war Israel da-vikenn, ével ma em eûz komzet oud David da dâd, ô lavarout : Na vézô két tennet eunn dén eûz da wenn diwar drôn Israel.

6. Hôgen mar tistrôit diouz-in, c’houi hag hô pugalé ; ma n’am heûlit két, ha ma na virit két va gourc’hémennou, ha va lidou, ével ma em eûz hô rôet d’é-hoc’h, ha m’az ît da gavoud douéed a-ziavéaz, ha ma azeûlit anézhô ;

7. Mé a dennô Israel diwar c’horré ann douar em eûz rôet d’ézhô : ann tî-zé em eûz san̄téléet em hanô a daolinn pell diouc’h va daou-lagad ; hag Israel a vézô da zorc’hen ha da c’hoab é-touez ann holl boblou.

8. Hag ann ti-man̄ a vézô da skouér : kémen̄d hini a dréménô é-biou d’ézhan̄, a vézô souézet, hag a c’houibanô, ô lavarout : Pérâg en deûz gréat ann Aotrou kémen̄t-sé d’ann douar-man̄ ha d’ann tî-man̄ ?

9. Hag hî a lavarô : O véza ma hô deûz dilezet ann Aotrou hô Doué, péhini en dôa tennet hô zadou eûz a