Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/435

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
401
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

zouar ann Éjipt, ha ma hô deûz heûliet douéed a ziavéaz, oc’h azeûli hag ô lida anézhô : râk-sé eo en deûz ann Aotrou digaset ann holl zrouk-zé war-n-ézhô.

10. Hôgen a-benn ugen̄t vloaz goudé m’en dôé savet Salomon ann daou dî, da lavaroud eo tî ann Aotrou, ha tî ar roué,

11. (Hiram ô véza kaset da Zalomon koat sedr ha koat sapr, hag ann aour hervez ann ézomm en dôa), neûzé Salomon a rôaz da Hiram ugen̄t kéar é brô Galilé.

12. Hag Hiram a zeûaz eûz a Dir évit gwélout ar c’heriou en dôa rôet Salomon d’ézhan̄, ha na blijchon̄t két d’ézhan̄ ;

13. Hag hén̄ a lavaraz : Hag ar ré-zé eo ar c’heriou éc’h eûz rôet d’in, va breûr ? Hag hén̄ hô galvaz douar Chabul, ével ma eo galvet bété vréma.

14. Hiram a gasaz ivé d’ar roué Salomon c’houec’h-ugen̄t talan̄t aour.

15. Chétu pérâg é savaz ar roué Salomon tellou ; évit sével tî ann Aotrou hag hé dî hé-unan, ha Mello, ha mur Jéruzalem, hag Héser, ha Mageddo, ha Gazer.

16. Faraon, roué ann Éjipt, a oa piñet, en dôa kéméret Gazer, hag en dôa lékéat ann tân enn-hi : lazet en dôa ar C’hananéed a choumé é kéar, hag hé rôet en dôa d’hé verc’h, grég Salomon.

17. Salomon éta a zavaz Gazer, ha Bethoron ann izéla,

18. Ha Baalat, ha Palmira é brô ann distrô.

19. Krévaad a réaz ivé ann holl vourc’hiou a oa d’ézhan̄, hag a oa divur, ha keriou ar c’hirri, ha keriou ar varc’heien, ha kémen̄d a gavaz-mâd da zével é Jéruzalem, hag el Liban, hag é holl zouar hé rouan̄télez.

20. É-kén̄ver ann holl bobl a oa choumet eûz ann Amorréed, hag eûz ann Hétéed, hag eûz ar Férézéed, hag eûz ann Hévéed, hag eûz ar Jébuzéed, péré na oan̄t két eûz a vugalé Israel ;

21. Salomon a lékéaz hô bugalé péré a oa choumet er vrô, hép béza bét lazet gan̄t bugalé Israel, da baéa gwiriou, ével ma réon̄t c’hoaz bréma.

22. Hôgen Salomon na lékéaz hini eûz a vugalé Israel da zervicha : hî a oa hé vrézélidi, hé vinistred, hag hé brin̄sed, ha pennou hé armé, ha rénerien hé girri hag hé varc’heien.

23. Hôgen pemp kan̄t prin̄s hag han̄ter-kan̄t a ioa war labouriou Salomon, péré hô dôa galloud war ar bobl, hag a rôé hé urs diwar-benn ann holl labouriou.

24. Merc’h Faraon a biñaz eûz a géar David d’hé zî hé-unan, en dôa savet Salomon d’ézhi : neûzé é savaz Mello.

25. Salomon a gennigé ivé teir gwéach er bloaz sakrifisou-losk, hag hostivou a béoc’h war ann aoter en dôa savet d’ann Aotrou ; hag hén̄ a zevé louzou-c’houés-vâd dirâg ann Aotrou : hag ann templ a oé peûr-c’hréat.

26. Ar roué Salomon a réaz ivé listri vôr é Asiongaber, péhini a zô tôst da Élat, war aod ar môr Rûz, é brô ann Idumé.

27. Hag Hiram a gasaz war al listri-zé eûz hé zervicherien, merdéidi, péré a oa gwiziek diouc’h ar môr, gan̄t servicherien Salomon.

28. Hag hî, ô véza éat da Ofir, a géméraz énô pévar c’han̄t ugen̄t talan̄t aour, a zigaschon̄t d’ar roué Salomon.


————


X. PENNAD.


Rouanez Saba a zeû da gavout Salomon.


1. Hôgen rouanez Saba, ô véza klevet komza eûz a Zalomon, é kémen̄d en dôa gréat é hanô ann Aotrou, a zeûaz évid hé arnodi gan̄t lavariou-gôlôet.

2. Hag hî, ô véza deûet da Jéruzalem gan̄d eunn heûl brâz ha kalz madou, gan̄t kan̄valed, péré a zougé louzou-c’houés-vâd, ha kalz a aour, ha mein talvouduz, a iéaz da gavout ar roué Salomon, hag é lavaraz d’ézhan̄ kémen̄d a oa war hé c’haloun.