Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/420

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
386
trédé levr ar rouéed,

David, ha lavar d’ézhan̄ : Ha n’éc’h eûz két touet d’in, mé da vatez, aotrou va roué, ô lavarout : Salomon da vâb a rénô war va lerc’h, hag hén̄ eo a azézô war va zron ? Pérâg eta é rén Adonias ?

14. Ha pa vézi c’hoaz ô komza gan̄d ar roué, mé a zeûi war da lerc’h, hag a grétai da lavar.

15. Bétsabéé a iéaz éta da gavoud ar roué enn hé gamp : hôgen ar roué a oa gwall gôz, hag Abisag eûz a Zunam a zerviché anézhan̄.

16. Bétsabéé a stouaz, hag en em strin̄kaz da dreid ar roué. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : Pétrâ a fell d’id ?

17. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Va aotrou, te éc’h eûz touet dré ann Aotrou da Zoué d’as vatez : Salomon da vâb a rénô war va lerc’h, hag hén̄ eo a azézô war va zron.

18. Ha chétu bréma é rén Adonias, hép gouzoud d’id, aotrou va roué.

19. Lazet en deûz éjenned, hag a bép loen lard, ha kalz tourzed ; hag hén̄ en deûz galvet holl vipien ar roué, hag ivé Abiatar, ar bélek, ha Joab, prin̄s ann armé : hôgen n’en deûz két galvet Salomon da zervicher.

20. Koulskoudé, aotrou va roué, holl Israel en deûz hé zaoulagad war-n-oud, évit ma rôi da anaout d’ézhô, piou a dlé azéza war da drôn, aotrou va roué, war da lerc’h.

21. Râk pa vézô kousket ann aotrou va roué gan̄d hé dadou, é vézimp lékéat, mé ha da vâb Salomon, ével gwallerien.

22. Ha pa gomzé c’hoaz hî oud ar roué, é teûaz Natan ar profed.

23. Hag é oé lavaret d’ar roué : Chétu Natan ar profed. Ha pa oé kaset dirâg ar roue, ha pa oé-hén̄ en em strin̄ket d’ann douar,

24. É lavaraz Natan : Aotrou va roué, ha lavaret éc’h eûz-té : Adonias a rénô war va lerc’h, hag hén̄ a azézô war va zrôn ?

25. Râk diskennet eo hiriô, ha lazet eo bét gan̄t-han̄ éjenned, ha loéned lard, ha kalz tourzed ; hag hén̄ en deûz galvet holl vipien ar roue, ha prin̄sed ann armé, hag Abiatar ar bélek : hag hî a zebr hag a év gan̄t-han̄, hag a lavar : Bézét béô ar roué Adonias.

26. Hôgen n’en deûz galvet na mé, da zervicher, na Sadok, ar Bélek-brâz, na Banaias, mâb Joiada, na Salomon, da zervicher.

27. Ha dioud ann aotrou, va roué, eo deûet ann urs-sé, héb béza rôet da anaoud d’in piou a dlié azéza war drôn ann aotrou, va roué, war hé lerc’h ?

28. Hag ar roué David a respoun̄taz hag a lavaraz : Galvit Betsabéé d’am c’havout. Ha pa oé deûet-hî da gavoud ar roué, ha ma choumé enn hé zâ dira-z-han̄,

29. É touaz ar roué, hag é lavaraz : Ével ma eo béô ann Aotrou, péhini en deûz tennet va éné eûz a bép drouk,

30. Ével ma em eûz touet d’id dré ann Aotrou, Doué Israel, ô lavarout : Salomon va mâb a rénô war va lerc’h ; ével-sé é rinn hiriô.

31. Neûzé Betsabéé oc’h en em strin̄ka war hé génou d’ann douar, a azeûlaz ar roué, hag a lavaraz : Bézet béô da-vikenn David, va aotrou.

32. Ar roué David a lavaraz c’hoaz : Galvit d’am c’havout Sadok, ar Bélek-brâz, ha Natan, ar profed, ha Banaias, mâb Joiada. Ha pa oen̄t deûet dirâg ar roué,

33. É lavaraz-hén̄ d’ézhô : Kémérit gan-é-hoc’h servicherien hoc’h aotrou, ha likiit Salomon, va mâb, war va mulez ha kasit-hén̄ da Gihon.

34. Ha ra vézô éôliet énô gan̄t Sadok ar Bélek-brâz, ha gan̄t Natan ar profed, da roué war Israel ; ha c’houi a embannô gan̄d ar c’horn-boud, hag a lavarô : Bézet béô ar roué Salomon.

35. C’houi a biñô war hé lerc’h ; hag hen a zeûi, hag a azézô war va zrôn, hag a rénô évid-oun : ha mé a c’hourc’hémennô dézhan̄ da véza da benn war Israel ha war Juda.

36. Ha Banaias, mâb Joiada, a lavaraz d’ar roué : Amen ; ra vézô gréat, hervez ma lavar ann Aotrou, Doué va roué.

37. Ével ma eo bét ann Aotrou gan̄d ann aotrou va roué, ra vézô ével-sé gan̄t Salomon ; ha ra zavô c’hoaz mui hé drôn, égét né d-eo bét savet hini ann aotrou David, va roué.