Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/419

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TRÉDÉ LEVR AR ROUÉED,


HERVEZ ANN HÉBRÉED,


AR C’HENTA EUZ A VALAKIM.


————


I. PENNAD.


Adonias a zispac’h évit béza lékêat da roué. Salomon eo a zô dilennet.


1. Hag ar roué David a oa deûet da véza kôz ; hag hén̄ a oa hir-hoalet : ha kaer hô dôa hé c’hôlei gan̄d diḻad, na hellet két hé domma.

2. Hé zervicherien éta a lavaraz d’ézhan̄ : Nî a glaskô évid ann aotrou, hor roué, eur plac’h-iaouan̄k gwerc’h ; hag hî a choumô dirâg ar roué, hag a brédériô anézhan̄ : hag hî a gouskô enn hé askré, hag a dommô d’ann aotrou hor roué.

3. Hag hî a glaskaz éta eur plac’h-iaouan̄k kaer é holl vrô Israel ; hag é kafchon̄t Abisag eûz a Zunam ; hag é tigazchon̄t anézhi d’ar roué.

4. Hôgen hî a oa eur plac’h-iaouan̄k kaer-meûrbéd ; hag hî a gouské gan̄d ar roué, hag a zerviché anézhan̄ : hôgen ar roué na anavézaz két anézhi.

5. Koulskoudé Adonias, mâb Haggit, a zavé, ô lavarout : Mé eo a rénô. Hag hén̄ a lékéaz da ôber kirri évit-han̄, hag a géméraz marc’héien, hag han̄ter-kan̄t dén évit rédek enn hé raok.

6. Ha biskoaz hé dâd na grozaz anézhan̄, ha na lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg éc’h eûz té gréat ével-sé ? Hôgen hé-man̄ a oa ivé kaer-meûrbéd, hag ann eil ganet goudé Absalom.

7. Hag unvan é oa gan̄t Joab, mâb Sarvia, ha gan̄d Abialar ar bélek, péré a gen-nerzé ar ré a ioa enn tû gan̄t Adonias.

8. Hôgen Sadok, ar Bélek-brâz, ha Banaias, mâb Joiada, ha Natan ar profed, ha Sémei ha Rei, ha ners armé David, na oan̄t két évid Adonias.

9. Adonias ô véza lazet tourzed, ha leûéou, hag a bép loen lard, é-tâl Méan Zobélet péhini a oa tôst da feun̄teun Kogel, a c’halvaz hé holl vreûdeûr, mipien ar roué, hag holl dûd Juda, servicherien ar roué.

10. Hôgen na c’halvaz két Natan ar profed, na Banaias, nag ar ré galounéka eûz ann armé, na Salomon hé vreûr.

11. Natan éta a lavaraz da Vetsabéé, mamm Salomon : Ha n’éc’h eûz-té két klevet pénaoz Adonias, mâb Haggit, a zô en em lékéat da roué, hép gouzoud da Zavid hon aotrou ?

12. Deûz éta bréma, kémer kuzul digan-én̄, ha savété da vuez, hag hini Salomon da vâb.

13. Kerz, ha kéa da gavout ar roué