Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/415

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
381
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

hen a zô ann diren eûz ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-han̄.

32. Râk piou a zô Doué néméd ann Aotrou : ha piou a zô kré néméd hon Doué ?

33. Hon Doué péhini en deûz lékéat ann ners war va zrô : hag en deûz kompézet va hen̄t.

34. Péhini a laka va zreid hén̄vel out treid kirvi : hag am laka da zével enn uc’héla ac’hanoun.

35. Péhini a zesk va daouarn d’ar brézel ; hag a laka va divrec’h ével eur wareg arem.

36. Rôed éc’h eûz d’in tiren da zieûbi, ha dré da vadélez ounn deûet da véza brâz.

37. Lédanéet éc’h eûz ann hen̄t dindân va zreid : ha va zeûliou n’hô deûz két horellet.

38. Mon̄d a rinn war-lerc’h va énébourien, ha mé hô zréc’hô : ha na zistrôinn két kén n’am bézô hô c’haset-da-gét.

39. Mé hô c’hasô-da-gét, hag hô brévô, évit na zavin̄t mui : koueza a rain̄t dindân va zreid.

40. Lékéat éc’h eûz ners enn-drô d’in évid ar brézel : lékéat éc’h eûz da bléga dindân-oun ar ré a énébé ouz-in.

41. Lékéat éc’h eûz da drei kein va énébourien hag ar ré a gaséé ac’hanoun : ha mé hô c’hasô-da-gét.

42. Hî a c’harmô, ha dén na zieûbô anézhô : oud ann Aotrou é c’harmin̄t, ha na zélaouô két anézhô.

43. Hô feltra a rinn ével poultr ann douar : hô frika hag hô flastra a rinn ével fan̄k ar ruou.

44. Va dieûbi a rî eûz a énébiézou va fobl : va mirout a rî da benn war ar brôadou : eur bobl ha na anavézann két a zervichô ac’hanoun.

45. Tûd a-ziavéaz a énébô ouz-in ; pa glevin̄t va mouéz é sen̄tin̄t ouz-in.

46. Tûd a-ziavéaz a deûzô hag a grénô enn hô c’héviou.

47. Béô eo ann Aotrou, ha benniget eo va Doué : ann Doué kré, Doué a zizoan ac’hanoun, ra vézô meûlet.

48. Doué péhini a rô ven̄jan̄s d’in, hag a ziskar ar boblou dindân-oun,

49. Péhini a denn ac’hanoun eûz a greiz va énébourien, hag a zâv ac’hanoun dreist ar ré a éneb ouz-in : eûz ann dén drouk é tieûbi ac’hanoun.

50. Dré-zé, Aotrou, éc’h an̄savinn ac’hanod dirâg ar Jen̄tiled, hag é kaninn da hanô.

51. Té péhini a ziskouéz da veûrded ô tieûbi da roué, oc’h ôber trugarez da Zavid da éôliet, ha d’hé wenn da-vikenn.


————


XXIII. PENNAD.


Geriou divéza David. Hanvou ar ré galounéka eûz hé armé.


1. Chétu geriou divéza David. Chétu pétrâ en deûz lavaret David, mâb Isai ; pétrâ en deûz lavaret ann dén-zé, péhini a zô bét lékéat da éôliet Doué Jakob, kaner kaer Israel.

2. Spéred ann Aotrou en deûz komzet dré-z-oun, hag hé lavar a zô bét war va zéôd.

3. Doué Israel en deûz komzet ouz-in, ann hini kré eûz a Israel en deûz lavaret d’in : Néb a c’hourc’hémenn war ann dûd, ra vézô éeun ha léal ; ra c’hourc’hémennô gan̄d doujan̄s Doué.

4. Ra vézô ével goulou-deiz, pa zâv ann héol diouc’h ar min̄tin hép kommoul, hag ével ar géot a égin enn douar gan̄d ar glaô.

5. Ne két ker brâz va zî dirâk Doué, ma rajé gan-én̄ eur gévrédigez peûrbaduz, eur gévrédigez stard ha digéflusk. Râk va holl zieûb ha va holl ioul eo : ha n’eûz nétrâ anézhô ha n’eo bét sévénet.

6. Hôgen ar wallerien a vézô diframmet holl ével ann drein, péré na denneur két gan̄d ann daouarn.

7. Hôgen mar fell da eur ré steki out-hô, é kémer da zifenn eunn tamm houarn, pé eur fust prenn, pé é laka ann tân enn-hô kén n’en deûz hô c’haset-da-gét.

8. Chétu aman̄ han̄vou ar ré galounéka a oa gan̄d David. Adino, ann Hesnitad, a zô ar c’hen̄ta eûz ann tri fura eûz ar brin̄sed. Azéza a réaz war ar gador ; ha pétrâ-bennâg ma oa gwân