Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/414

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
380
eil levr samuel,


XXII. PENNAD.


Kanaouen David évit trugarékaat Doué da véza hé dennet eûz a zaouarn hé holl énébourien.


1. Hôgen David a lavaraz geriou ar ganaouen-man̄ d’ann Aotrou, enn deiz é péhini é tennaz ann Aotrou anézhan̄ eûz a zaouarn hé holl énébourien, hag eûz a zaouarn Saül.

2. Hag hén̄ a lavaraz : Ann Aotrou eo va roc’h, ha va ners, ha va Zalver.

3. Doué a zô va skoazel, ha mé a fisiô enn-han̄ : va ziren eo, ha galloud va zilvidigez : va gorréer, ha va gwarez : va Zalver ; eûz ar fallagriez é tieûbi ac’hanoun.

4. Gervel a rinn ann Aotrou a zô da veza meûlet, ha va zenna a rai eûz a zaouarn va holl énébourien (T).

5. O véza ma ounn bét kelc’hiet gan̄t an̄kennou ar marô, ha ma ounn bét saouzanet gan̄d froudou Bélial.

6. Éréou ann ifern hô deûz va strôbet : lingadou ar marô hô deûz va c’helc’hiet.

7. Em c’hlac’har é c’halvinn ann Aotrou, hag é c’harminn étrézé va Doué : hag hén̄ a glevô va mouéz eûz hé dempl, ha va c’hri a ielô bétég hé ziskouarn.

8. Ann douar a zô bét kéflusket, hag en deûz krénet : sôliou ar ménésiou a zô bét kéflusket hag horellet ; ô véza ma’z eûz éat drouk enn Aotrou enn hô énep.

9. Môged a zô savet eûz hé zifron, hag eunn tan a zev a zô deûet er-méaz eûz hé c’hénou : glaou a zô deûet rûz-tân diout-han̄.

10. Izéléet eo ann én̄vou gan̄t-han̄, ha diskennet eo : hag ann dévalien a zô dindân hé dreid.

11. Hag hén̄ a zô bét piñet war ar chérubined, hag a zô bét nijet ; ha diskennet eo war ziveskel ann avel.

12. Lékéat en deûz ann dévalien enn-drô d’ezhan̄ évid en em guza ; lékéat en deûz doureier da zivéra eûz a gommoul ann én̄vou.

13. Gan̄d ar skéd a zô dira-z-han̄, é teû ar glaou da véza rûz-tân.

14. Ann Aotrou en deûz gréat kurun eûz ann én̄v : hag ann Uc’hel-meûrbed en deûz savet hé vouéz.

15. Kaset en deûz hé zaésiou, hag hén̄ en deûz hô skiñet ; hé gurun, hag hén̄ en deûz hô dévet.

16. Gwéled ar môr a zô en em ziskouézet, ha sôl ar béd a zô bét dizôlôet gan̄t gourdrouz ann Aotrou, gan̄d eur c’houézaden eûz a avel hé vuanégez.

17. Kaset en deûz diwar-laez, hag en deûz va gorréet, hag en deûz va zennet eûz a galz a zoureier.

18. Va zennet en deûz eûz a zaouarn va énébour galloudek-brâz, hag eûz ar ré a gasée ac’hanoun, ô véza ma oan̄t kréoc’h égéd-oun.

19. Em raok eo deûet é deiz va glac’har, hag ann Aotrou a zô deûet da skoazel gré d’in.

20. Va dien̄kéet en deûz (T) ; va diboaniet en deûz, ô véza ma em eûz plijet d’ézhan̄.

21. Ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz : hag hervez glanded va daouarn é rôi d’in.

22. Râk miret em eûz hen̄chou ann Aotrou, ha n’ounn két bét fallagr é-kén̄ver va Doué.

23. Râg hé holl varnédigézou a zô bét dira-z-oun : ha n’em eûz két pelléet diouz-in hé gélennou.

24. Ha mé a vézô holl gan̄t-han̄ : hag en em virinn diouc’h va fallagriez.

25. Hag ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz, hag hervez glanded va daouarn dirâg hé zaoulagad.

26. Gan̄d ar zen̄t é vézi san̄t, ha klôk gan̄d ar ré gré.

27. Gan̄d ar re c’hlân é vézi glân : ha gan̄d ar ré fallagr é teûi da véza fallagr.

28. Ar bobl paour a zieûbi : hag enn eunn taol-lagad éc’h izelai ar ré rôk.

29. Râk té eo va c’hleûzeur, ô Aotrou ; ha té eo, ô Aotrou, a sklerai va dévalien.

30. Râg gan-éz é rédinn ha mé gourizet évid ann emgann : gan̄t va Doué é lamminn dreist ar vûr.

31. Eeun eo hen̄d ann Aotrou ; gan̄d ann tân eo arnodet gér ann Aotrou :