Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/399

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
365
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

oa béô ar bugel, é iunez, hag é wélez enn-abek d’ézhan̄ : hôgen pa eo marô ar bugel, oud savet, hag éc’h eûz débret.

22. Hag hén̄ a lavaraz : Iunet ha gwélet em eûz évid ar bugel en̄dra ma oa béô ; râk mé a lavaré : Piou a oar ma n’her rôi két ann Aotrou d’in, ha ma na vévô két ar bugel ?

23. Hôgen bréma pa eo marô, pérâg é iunfenn-mé ? Ha mé a helfé hé lakaad da zistrei ? Mé eo a iélô d’hé gavout : hôgen hén̄ na zistrôi két d’am c’havout.

24. Ha David a zic’hlac’haraz Betsabéé hé c’hrég, a iéaz d’hé c’havout, hag a gouskaz gan̄t-hi : hag hî a c’hanaz eur mâb a c’halvaz Salomon ; hag ann Aotrou a garaz anézhan̄.

25. Hag hén̄ a gasaz da Zavid ar profed Natan, péhini a c’halvaz anézhan̄ karadek d’ann Aotrou, ô véza ma oa karet gan̄d ann Aotrou.

26 Hôgen Joab a stourmé out Rabbat mipien Ammon, hag hén̄ a oa daré da gémérout kéar ar roué.

27. Ha Joab a gasaz kannaded da Zavid évit lavarout d’ézhan̄ : Stourmet em eûz out Rabbat, ha kéar ann doureier a zô daré da véza kéméret.

28. Stroll éta bréma ann holl bobl, ha grounn kéar, ha kémer-hî, gan̄d aoun, mar béz diskaret gan-én̄, na vé lékéat ann tréac’h war va hanô.

29. David éta a strollaz ann holl bobl, hag a gerzaz a-énep Rabbat ; hag hén̄ a stourmaz out-hî hag hé c’héméraz.

30. Tenna a réaz diwar benn hô roué ar gurunen péhini a boézé eunn talan̄t aour, ha war béhini éz oa mein talvouduz-brâz ; hag é oé lékéat war benn David. Digas a réaz ivé eûz a géar eur preiz brâz.

31. Hag ô véza lékéat ar bobl er-méaz, é heskennaz anézhô, é frikaz anézhô gan̄t kirri houarnet, é trouc’haz anézhô a dammou gan̄t koun̄tilli, é taôlaz anézhô é forniou : hag ével-sé é réaz da holl geriou mipien Amnon. Ha David hag hé holl armé a zistrôaz da Jéruzalem.


————


XIII. PENNAD.


Amnon a wall Tamar hé c’hoar. Absalom a laka hé laza é-kreiz eur banvez.


1. Goudé-zé Amnon, mâb David, a zeûaz da garout stard eur c’hoar da Absalom, mâb ivé da Zavid, hag hî kaer-meûrbéd, hag a oa hanvet Tamar.

2. Hag hén̄ en dôa eur garan̄tez ker vrâz évit-hî, ma kouézaz klan̄v gan̄d hé garan̄tez évit-hi : râg ô véza ma oa hî plac’h-iaouan̄k, é wélé ervâd é vijé diez dézhan̄ ôber droug é-béd gan̄t-hi.

3. Hôgen Amnon en dôa eur miñoun, hanvet Jonadab, mâb Semmaa, breûr David, dén poellek-brâz.

4. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk, mâb ar roué, é treûtéez-té ével-sé bemdez ? Pérâk n’hel lévérez két d’in ? Hag Amnon a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a gar Tamar, c’hoar Absalom va breûr.

5. Ha Jonadab a lavaraz d’ézhan̄ : Gourvez war da wélé, ha gra neûz da véza klan̄v : ha pa zeûi da dâd d’az gwélout, lavar d’ézhan̄ : Ra zeûi, mé az péd, Tamar va c’hoar, da rei da zibri d’in, ha ra aozô d’in eur boéd a zebrinn eûz hé dourn.

6. Amnon éta a c’hourvézaz, hag a réaz neûz da véza klan̄v : ha pa oé deûet ar roué d’hé wélout, é lavaraz d’ézhan̄ : Ra zeûi, mé az péd, Tamar va c’hoar, ma aozô dira-z-oun diou wastel, ha ma kémérinn boéd eûz hé dourn.

7. David éta a gasaz da di Tamar évit lavarout d’ézhi : Deûz da di Ammon da vreûr, hag aoz boéd d’ézhan̄.

8. Ha Tamar a zeûaz da dî hé breûr Amnon ; hag hén̄ a oa gourvézet : hag hî a géméraz bleûd, hé veskaz hag hé véraz, hag a lékéaz gwastellou da boaza dira-z-han̄.

9. Hag hî ô kémérout ar péz é dôa lékéat da boaza, hé lékéaz dira-z-han̄ ; hôgen hén̄ na fellaz két d’ézhan̄ dibri. Hag Amnon a lavaraz : Kasit-kuît ann holl. Ha pa oé kaset-kuît ann holl,

10. É lavaraz Amnon da Damar : digas ar boéd em c’hambr, évit ma tebrinn eûz da zourn. Tamar éta a