Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/400

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
366
eil levr samuel,

géméraz ar gwastellou é dôa gréat, hag hô digasaz da Amnon hé breûr enn hé gambr.

11. Goudé m’é dôé-hî digaset boéd d’ézhan̄, é krogaz-hén̄ enn-hî, hag é lavaraz d’ézhi : Deûz, gourvez gan-én̄, va c’hoar.

12. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Nann, va breûr, na wall két ac’hanoun, râk eunn dra berz eo sé (T) enn Israel : na ra két ann drouk-zé.

13. Râk mé na hellinn két gouzan̄vi va mézégez, ha té a vézô ével eunn dén diskian̄t enn Israel. Komz ken̄toc’h oud ar roué, ha na zinac’hô két va rei d’id.

14. Hôgen na fellaz két d’ézhan̄ en em rei d’hé fédennou ; hag ô véza ma oa kréoc’h égét-hî, dré ners é wallaz anézhi. (T).

15. Neûzé é savaz é Amnon eur c’has brâz-meûrbéd out-hi : enn hévélep doaré ma oa brasoc’h ar c’hâs en dôé out-hî, égét na oa bét ar garan̄tez en dôa ken̄t évit-hi. Hag Amnon a lavaraz d’ézhi : Saô, ha kéa-kuît.

16. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ann droug a réz d’in bréma, oc’h va c’hâs-kuît, a zô gwasoc’h égéd ann hini éc’h eûz gréat d’in ken̄toc’h. Hôgen na fellas két d’ézhan̄ sélaoui anezhi.

17. Hag ô véza galvet eur paotr a zerviché anézhan̄, é lavaraz : Kâs hou-man̄ kuît diouz-in, ha serr ann ôr war hé lerc’h.

18. Tamar é doa eur zaé hir-brâs ; râk saéou enn doaré-zé a zougé merc’hed ar rouéed é-pâd ma oan̄t plac’hed-iaouan̄k. Paotr Amnon hé c’hasaz éta kuît hag a zerraz ann ôr war hé lerc’h-hî.

19. Ha Tamar ô véza taolet ludu war hé fenn, hag ô véza roget hé saé, a lékéaz hé daouarn war hé fenn, hag a iéaz-kuît enn eur c’harmi.

20. Hôgen Absalom, hé breûr, a lavaraz d’ezhi : Ha gourvézet eo bét da vreûr Amnon gan-éz ? Hôgen, va c’hoar, tâv bréma ; da vreûr eo : ha na c’hlac’har két da galoun évit-sé. Tamar éta a choumaz é tî Absalom, hé breûr, hag hî doaniet-brâz.

21. Hôgen pa glévaz ar roué kémen̄t-sé, é oé glac’haret-brâz ; koulskoudé na fellaz két d’ézhan̄ doania kaloun Amnon hé vâb, ô véza ma karé anézhan̄, dré ma oa hé vâp héna.

22. Absalom na lavaraz nétrâ da Amnon, na drouk na mâd ; râg Absalom a gaséé Amnon, ô véza m’en dôa gwallet Tamar hé c’hoar.

23. Daou vloaz goudé, é c’hoarvézaz pénaoz Absalom a lékéaz touza hé zén̄ved é Baalhasor, a zô tôst da Éfraim : hag Absalom a c’halvaz holl vugalé ar roué.

24. Hag hén̄ a iéaz da gavout ar roué, hag a lavaraz d’ézhan : Chétu éz éeur da douza dén̄ved da zervicher : deûet, mé az péd, ar roué hag hé dûd da dî hé zervicher.

25. Hag ar roué a lavaraz da Absalom : Nann, va mâb, na béd két ac’hanomp da von̄d holl évid da ziéza. Hôgen kaer en dôé hé bidi stard, na fellaz két d’ar roué mon̄t ; hôgen hé venniga a réaz.

26. Hag Absalom a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na fell két d’id don̄t, deûet diana gan-é-omp, mé az péd, va breûr Amnon. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Né két réd éz afé gan-éz.

27. Hag Absalom a bédas stard anezhan̄, hag ar roué a lézaz da von̄t gan̄t-han̄ Amnon, hag holl vugalé ar roué. Hag Absalom en dôa gréat eur banvez ével eur banvez roué.

28. Hôgen Absalom en dôa gourc’hémennet d’hé baotred, ô lavarout : Likid évez pa vézô Amnon mézô gan̄d ar gwin, ha pa livirinn d’é-hoc’h : skôit-hén̄, ha lazit-hén̄ : n’hô pézet két a aoun ; râk mé eo a c’hourc’hemenn kémen̄t-sé d’é-hoc’h. En em grévait ha bézit tûd a galoun.

29. Paotred Absalom a réaz éta é-kén̄ver Amnon, ével m’en dôa gourc’hémennet Absalom d’ézhô. Hag holl vugalé ar roué a zavaz, ha pép-hini anezhô a biñaz war hé vûl hag a iéaz-kuît.

30. Ha pa édon̄t c’hoaz enn hen̄t, é teûaz ar vrûd bété David, pénaoz en dôa Absalom lazet holl vugalé ar roué, ha na oa choumet hini anézhô.

31. Ar roué a zavaz kerken̄t, hag a rogaz hé ziḻad, hag en em daolaz