Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/377

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
343
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

ra, ha va dour, ha kîg al loéned em eûz lazet évit va douzerien, évid hô rei da dûd ha na ouzoun a béléac’h in̄t ?

12. Paotred David a zistrôaz enn hô hen̄t, ha pa oen̄t deûet d’hé gavout, é léverchon̄t d’ézhan̄ kémen̄d en dôa lavaret Nabal d’ézhô.

13. Neûzé David a lavaraz d’hé dûd : Gourizet pép-hini hé glézé. Ha pép-hini a c’hourizaz hé glézé ; ha David ivé a c’hourizaz hé glezé : ha war-drô pévar c’han̄t dén a iéaz da heûl David ; ha daou c’han̄t a choumaz gan̄d ar pakadou.

14. Hôgen unan eûz a zervicherien Nabal a zeûaz da lavarout da Abigail, hé c’hrég : Chétu David en deûz kaset kannaded eûz ann distrô, évid ôber hé c’hourc’hémennou d’hon aotrou : hag hén̄ en deûz hô distolet gan̄t garven̄tez.

15. Ann dûd-zé a zô bét mâd enn hor c’hén̄ver, ha n’hô deûz két hon heskinet : ha n’hon eûz kollet nétrâ, é-keit ha ma hon eûz kerzet gan̄t-hô enn distrô :

16. Ével eur vôger in̄t bét évid-omp kerkouls enn nôz ével enn deiz, é-keit ha ma hon eûz kaset hon dén̄ved da beûri enn hô c’hreiz.

17. Dré-zé gwél ha sonj pétrâ a rî : râg é c’hoarvézô droug a-énep da ozac’h hag a-énep da dî ; râk mâb Bélial eo, enn hévélep doaré na hell dén komza out-han̄.

18. Abigail éta a hastaz affô, hag a géméraz daou c’han̄t bara, ha daou bouc’h-kenn gwîn, ha pemp tourz poaz, ha pemp boézellad bleûd, ha kan̄t pakad rezin séac’h, ha daou c’han̄t gon̄vor fiez ; hag hî hô lékéaz war azéned ;

19. Hag hî a lavaraz d’hé faotred : Id em raok, chétu éz ann war hô lerc’h ; hôgen na lavaraz két ann dra-man̄ da Nabal, hé ozac’h.

20. Pa oé éta piñet-hî war eunn azen, ha pa ziskenné out troad ar ménez, David hag hé dûd a ziskenné ivé râg-énep d’ézhi : hag hî en em gavaz gan̄t-hô.

21. Ha David a lavaré : Enn-aner eo em eûz miret enn distrô kémen̄d a oa d’ann dén-zé, ha n’eo bét kollet nétrâ eûz ar péz a ioa d’ézhan̄, pa zistol-hén̄ d’in ann droug évid ar mâd.

22. Ra rai Doué kémen̄t-sé hag ouc’h-penn da énébourien David, ma lézann nétrâ a-benn ar min̄tin é béô eûz a gémen̄d a zô d’ézhan̄, ma lézann zô-kén eur c’hi.

23. Hôgen Abigail pa wélaz David, éc’h hastaz affô hag é tiskennaz diwar hé azen, hag en em strin̄kaz war hé génou dirâk David, hag éc’h azeûlaz trôet ouc’h ann douar ;

2%. Hag oc’h en em deûrel é-c’harz hé dreid, é lavaraz-hi : Ra gouézô war-n-oun, va aotrou, ar fallagriez-zé : lez, mé az péd, da vatez da gomza ouz-id ; ha sélaou komziou da blâc’h.

25. Na lékéet két, mé az péd, va aotrou ha va roué hé galoun war Nabal ann dén fallagr ; râg ével ma eo foll hé hanô, ar follen̄tez a zô ivé gan̄t-han̄ : hôgen mé, da vatez, ô va aotrou, n’em eûz két gwélet ar baotred éc’h eûz digaset.

26. Bréma éta, ô va aotrou, ével ma eo béô ann Aotrou ha ma eo béô da éné, péhini en deûz miret ouz-id na zeûjez da skuḻa goâd, hag en deûz dalc’het da zourn d’id ; ra zeûi bréma da énébourien, péré a glask ann tû da ôber drouk d’am aotrou, da véza hén̄vel out Nabal.

27. Râk-sé kémer ann traou-man̄ a zigas da vatez d’id, va aotrou, ha rô ivé d’ar baotred a zô war-lerc’h va aotrou.

28. Distol ar fallagriez d’as vatez ; râg ann Aotrou a rai d’id eunn ti féal, ô véza, va aotrou, ma stourmez évid ann Aotrou ; ha na vézô két kavet a zrougiez enn-oud é-keit ha ma vévi.

29. Mar sâv biskoaz dén évid da heskina hag évit klask da vuez, buez va aotrou ra vézô miret ével é bôden ar ré véô, gan̄d ann Aotrou da Zoué : hôgen buez da énébourien ra vézô trôet ével eur gourven̄ten hag ével eur vatalm.

30. Pa en dévézô éta gréat ann Aotrou d’id, ô va aotrou, kémen̄t mâd en deûz lavaret é rôjé d’id, ha ma en dévézô da lékéat da benn war Israel,

31. Na vézô két da en̄krez ha da ré-