Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
311
levr ken̄ta samuel, a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

14. Hag é lavaraz d’ézhi : Bété pégeit é vézi-dé mézô ? Kéa da leûzkel eunn nébeût ar gwin a zô enn-oud.

15. Hag Anna a lavaraz d’ézhan̄ : A-néb-hen̄t, va Aotrou : râg eur c’hrég reûzeûdik-brâz ounn, ha n’em eûz évet na gwin na nétrâ a gémen̄d a helfé mézvi ; hôgen skuḻet em eûz va éné dirâg ann Aotrou.

16. Na gred két é vé da vatez ével unan eûz a verc’hed Bélial : râg gan̄d ann direizded eûz va doan hag eûz va glac’har eo em eûz komzet bétég-henn.

17. Neûzé Héli a lavaraz d’ézhi : Kéa é péoc’h : ha ra rôi d’id Doué Israel ar péz éc’h eûz goulennet digan̄t-han̄.

18. Hag hî a lavaraz : A-ioul é kavché da vatez trugarez dirâk da zaou-lagad. Hag ar c’hrég a iéaz enn hé hen̄t ; dibri a réaz, ha na oé mui gwén̄vet hé dremm ével ken̄t.

19. Sével a réjon̄t diouc’h ar min̄tin hag éc’h azeûlchon̄t ann Aotrou ; distrei a réjon̄t hag é teûjon̄t d’hô zi é Ramata. Hôgen Elkana a iéaz da gaout hé c’hrég, hag ann Aotrou en dôé sonch anézhi.

20. A-benn eunn nébeûd amzer goudé, Anna a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb, a c’halvaz Samuel, ô véza ma é dôa hé c’houlennet digan̄d ann Aotrou.

21. Hôgen Elkana hé ozac’h a biñaz gan̄d hé holl dûd évit kenniga d’ann Aotrou ann hostiv a lîd hag hé wéstl ;

22. Hag Anna n’az éaz két, râg hî a lavaraz d’hé ozac’h : N’az inn két kén na vézô dizounet ar bugel, ha na zouginn anézhan̄, évid hé genniga dirâg ann Aotrou, ha ma choumô énô bépréd.

23. Hag Elkana hé ozac’h a lavaraz d’ézhi : Grâ ével ma kavi mâd, ha choum bété m’az pézô hé zizounet ; ha mé a béd ann Aotrou ma sévénô hé c’hér. Choum a réaz éta ar c’hrég, hag é vagaz hé mâb, bété ma vé dizounet gan̄t-hi.

24. Ha pa é dôé hé zizounet, é kasaz anézhan̄ gan̄t-hî, gan̄t tri leûé, tri boézellad bleûd hag eul léstrad gwîn ; hag é kasaz hé mâb da dî ann Aotrou é Silo. Hôgen ar bugel a oa c’hoaz bihanik.

25. Hag hî a lazaz eul leûé, hag a zigasaz ar bugel da Héli.

26. Hag Anna a lavaraz : Mé az péd, va aotrou, da grédi pénaoz, ével mar d-eo béô da éné, ez ounn ar vaouez-zé éc’h eûz gwélet aman̄ ô pédi ann Aotrou.

27. Evid ar bugel-man̄ é pédenn anézhan̄, hag ann Aotrou en deûz rôet d’in ar péz a c’houlennenn.

28. Râk-se em eûz hé wéstlet d’ann Aotrou keit ha ma vézô béô. Hag hî a azeûlaz énô ann Aotrou. Hag Anna a bédaz, hag a lavaraz :


————


II. PENNAD.


Kanaouen Anna. Direisted mipien Héli.


1. En em laouénéet eo va c’haloun enn Aotrou, ha va galloud a zô savet em Doué : digoret eo va génou war va énébourien, ô véza ma ounn en em laouénéet enn da zilvidigez.

2. Neûz két a zan̄t evel ann Aotrou, râk n’eûz hini néméd-oud, ha n’eo hini kré ével hon Doué.

3. Na greskit két hô komsiou dichek, oc’h en em fougéa : na zeûet két al lavariou kôz eûz hô kénou : râk Doué ar wiziégez eo ann Aotrou, hag hén̄ a en̄klask-piz ar ménosiou.

4. Gwareg ar ré gré a zo bét torret, hag ar ré wân a zô bét gourizet a ners.

5. Ar ré a oa leûn a-raok, a zô en em lékéat é gôpr évit kaout bara : hag ar ré hô dôa naoun hô deûz bét hô gwalc’h ; kén n’é deûz bét ann hini-bréc’han̄ kalz a vugalé, ha n’eo deûet da véza gwân ann hini é dôa kalz a vugalé.

6. Ann Aotrou eo a lam hag a rô ar vuez, a gâs d’ann ifernou hag a denn anézhô.

7. Ann Aotrou eo a ra ar paour hag ar pinvidik ; hen eo a izéla hag a uchéla.

8. Lakaad a ra da zével ann ézom-