Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/344

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LEVR KENTA SAMUEL,


A C’HALVOMP


LEVR KENTA AR ROUÉED.


————


I. PENNAD.


Anna a c’houlenn eur mâb digan̄d Doué. Ganédigez Samuel.


1. Béz’ é oé eunn dén eûz a Ramataim-Sofim, war vénez Éfraim, hanvet Elkana, mâb Jéroham, mâb Éliu, mâb Tohu, mâb Suf, Éfratéad :

2. Diou c’hrég en dôa, unan hanvet Anna, hag ébén Fénenna. Bugalé é dôa Fénenna, hôgen Anna n’é dôa két a vugalé.

3. Ann dén-zé a biñé eûz hé géar d’ann deisiou merket, évid azeûli Aotrou ann arméou, hag évit kenniga sakrifisou d’ézhan̄ é Silo. Ann daou vâb Héli, Ofni ha Finéez a oa énô béleien ann Aotrou.

4. Eunn deiz éta é kennigaz Elkana eur sakrifiz, hag é rôaz lôdennou anézhan̄ da Fénenna hé c’hrég ha d’hé holl vipien ha merc’hed :

5. Hôgen na rôaz néméd eul lôden da Anna, hag hén̄ trist, ô véza ma karé anézhi. Hôgen ann Aotrou en dôa serret hé c’hôv dézhi.

6. Fénenna, hé c’héférérez, a c’hlac’haré ivé anézhi hag hé en̄krézé stard, bété rébecha d’ézhi pénaoz en dôa ann Aotrou serret hé c’hôv d’ézhi.

7. Ével-sé é réa bép ploaz, pa oa deûet ann amzer da biña da dempl ann Aotrou ; hag ével-sé é heskiné anézhi. Hôgen Anna a wélé ha na géméré két a voéd.

8. Neûzé Elkana, hé ozac’h, a lavaraz d’ézhi : Anna, pérâg é wélez-té ? Ha pérâk na zébrez-té két ? Ha pérâg ef-hi glac’haret da galoun ? Ha n’ounn két gwelloc’h did égét dék mâb ?

9. Hôgen Anna a zavaz goudé béza débret hag évet é Silo : hag Héli, ar Belek-brâz, ô véza azézet war hé gador dirâk dôr templ ann Aotrou ;

10. Hag Anna péhini a oa leûn hé c’haloun a c’houervder, a bédaz ann Aotrou, enn eur wéla dourek ;

11. Hâg hî a réaz eur gwéstl, ô lavarout : Aotrou ann arméou, mar sellez out glac’har da vatez, ha ma éc’h eûz sonch ac’hanoun, ha ma na an̄kounac’héez két da vatez, ha ma rôez d’as sklavez eur paotr, é rôinn anézhan̄ d’ann Aotrou holl zeisiou hé vuez, hag ann aoten n’az ai két war hé benn.

12. Hôgen ô véza ma pédé-hî kaer dirâg ann Aotrou, é c’hoarvézaz pénaoz Héli a évéséé oud hé génou.

13. Hôgen Anna a gomzé enn hé c’haloun, hag hé muzellou hép-kén a fin̄vé, hép ma kléved gér é-béd. Héli a vennaz éta pénaoz é oa mézô hî ;