Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
ann deutéronom.

debret, ha m’az pézô bét da walc’h, ha m’az pézô savet tiez kaer, ha ma vézi éat da choum enn-hô ;

13. Ha m’az pézô bét tropellou saoud ha dén̄ved, hag é-leiz a arc’han̄t, a aour hag a bép-trâ,

14. Na zeûi da galoun da c’houéza, ha na an̄kounac’hai ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez :

15. Ha péhini a zô bét da vléñer d’id enn eunn distrô brâz hag heûzuz, é péléac’h éz oa aéred hag a loské gan̄d hô c’houéz, ha kruged, ha dipsaded, ha dour é-béd ; péhini en deûz tennet gouériou eûz ar vein ar c’haléta ;

16. Ha péhini en deûz da voétet enn distrô gan̄t mann, péhini a oa dizanaf d’az tadou. Ha goudé m’en dôé da c’h1ac’haret ha da arnodet, en dôé enn-divez truez ouz-id ;

17. Gan̄d aoun na lavarfez enn da galoun : Va ners va-unan, ha va dourn kré eo, hô deûz aozet kémen̄t-man̄ d’in.

18. Hôgen m’az pézô koun eûz ann Aotrou da Zoué, ha pénaoz eo hén̄ hé-unan en deûz rôet d’id da ners, évit ma sévenché hé gévrédigez, diwar-benn péhini en deûz touet d’az tadou, ével ma tiskouéz ann deiz a hiriô.

19. Hôgen oc’h an̄kounac’haat ann Aotrou da Zoué, ma heûliez douéed a-ziavéaz, mar kéélez ha ma azeûlez anézhô : chétu é tiouganann d’id hiriô pénaoz é vézi bévézet a-grenn.

20. Ével ar brôadou en deûz bévézet ann Aotrou pa oud deûet ébarz, enn hévélep doaré é viot bévézet, ma na zen̄tit két out mouéz ann Aotrou hô Toué.


————


IX. PENNAD.


Moizez a zigas da goun d’ann Israélited hô c’hrôzou hag hô disléaldéd ken̄t.


1. Sélaou, Israel : hiriô é treûzi ar Jourdan, évit perc’henna brôadou brasoc’h ha kréoc’h égéd-oud, keriou brâz gan̄t môgeriou a zâv bétég ann én̄v,

2. Eur bobl brâz hag uc’he1, mipien Énak, éc’h eûz gwélet ha klevet da-unan, out péhini, war a lévéreur, dén na hell énébi.

3. Gouzoud a ri éta hiriô pénaoz ann Aotrou da Zoué a dréménô hé-unan enn da raok, ével eunn tân gwastuz ha bévézuz, péhini hô brévô, hô bévézô, hô c’hasô-da-gét dira-z-oud é berr amzer, ével ma en deûz hé lavaret d’id.

4. Na lavar két enn da galoun, goudé ma en dévézô ann Aotrou da Zoué hô bévézet dira-z-oud : Enn abek d’am reizded eo en deûz ann Aotrou va lékéat da von̄t enn douar-man̄ évid hé gaout em c’hers, pa eo gwir pénaoz ar brôadou-zé a zô bét bévézet enn abek d’hô fallagriéz.

5. Râk né két enn abek d’az reizded, na da eeunder da galoun, é vézi éat enn douar-zé, évid hé berc’henna, hôgen p’az î ébarz é vézin̄t bévézet, enn abek d’hô fallagriez ; hag évit ma sévénô ann Aotrou ar gér en deûz rôet gan̄t lé d’az tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob.

6. Gwéz éta pénaoz né két enn abek d’az reizded é rôi d’id ann Aotrou da Zoué ann douar ker mad-zé é kers, pa eo gwir éz oud eur bobl kalet brâz a benn.

7. Az péz koun, ha na an̄kounac’ha két pénaoz éc’h eûz tennet war-n-oud buanégez ann Aotrou da Zoué enn distrô. Abaoé ann deiz-zé é péhini oud deûet er-méaz eûz ann Éjipt bétég al léac’h-man̄, éc’h eûz bépréd énébet oud ann Aotrou.

8. Râg é Horeb zô-kén éc’h eûz énébet out-han̄, hag hén̄ ô vuanékaat a fellaz d’ézhan̄ da vévézi.

9. Pa biñiz war ar ménez, évit digémérout ann daolennou mein, taolennou ar gévrédigez a reaz ann Aotrou gan-é-noc’h : hag é choumiz bépréd war ar ménez é-pâd daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez, hép dibri bara, nag éva dour.

10. Hag ann Aotrou a rôaz d’in ann diou daolen véan skrivet gan̄t bîz