Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
ann deutéronom.

ann Aotrou da Zoué da Faraon, ha d’ann holl Éjiptianed ;

19. Eûz ar gouliou brâz, hô deûz gwélet da zaoulagad, hag eûz ann arwésiou, hag eûz ar burzudou, hag eûz ann dourn kré, hag eûz ar bréac’h astennet, gan̄t péré en deûz da dennet ann Aotrou da Zoué : ével-sé é rai d’ann holl boblou râk péré éc’h eûz aoun.

20. Ouc’h-penn-zé é kasô ann Aotrou da Zoué sardoned enn hô zouez, kén n’en dévézô bévézet ha kollet ar ré holl a vézô tec’het dira-z-oud, hag hô dévézô gellet en em guza.

21. N’az pézô két a aoun ra-z-ho, râg ann Aotrou da Zoué a zô enn da greiz, Doué brâz hag kré-meûrbed.

22. Hén̄ eo a vévézô ar brôadou-zé dira-z-oud a-nébeûd-é-nébeûd hag a lôdennou. Na helli két hô dispenna war eunn drô, gan̄d aoun na zeûfé loéned ann douar da greski é niver ouz-id.

23. Hag ann Aotrou da Zoué a rôi anézhô d’id ; hag é lazô anézhô kén na vézin̄t éat-da-gét.

24. Hag é lakai hô rouéed étré da zaouarn, hag é tenni hô hanôiou a zindân ann én̄v. Na hellô hini énébi ouz-id, kén n’az pézô hô brévet.

25. Hô c’hizelladuriou a loski gan̄d ann tân. Na c’hoan̄tai két ann arc’han̄t hag ann aour gan̄t péré in̄t gréat, ha na géméri nétrâ anézhô évid-oud, gan̄d aoun na faziez ; râg argarzidigez ann Aotrou da Zoué eo.

26. Na zigasi nétrâ eûz ann idol enn da dî, gan̄d aoun na zeûfez da véza milliget ével-t-han̄. Ével eunn dra hudur éc’h heûgi anézhan̄, hag ével eunn dra louz ha saotr éc’h argarzi anézhan̄ ; râg eunn dra milliget eo.


————


VIII. PENNAD.


Moizez a erbéd ar bobl da gaout koun bépréd eûz a drugarézou Doué.


1. Laka évez mâd da virout gan̄t préder kémen̄t gourc’hémenn a gémennann d’id hiriô ; évit ma hellot béva, ha kreski é niver, ha kaout ann douar é péhini éz ît, diwar-benn péhini en deûz ann Aotrou touet d’hô tadou.

2. Ha koun ez pézô eûz ann holl hen̄t dré béhini en deûz da gaset ann Aotrou da Zoué é-pâd daou-ugen̄t vloaz dré ann distrô évid da gastiza, ha da arnodi, hag évid anaout ar péz a drôé enn da galoun, pé té a virche hé c’hourc’hémennou, pé na rajez két.

3. Da c’hlac’haret en deûz gan̄d ann naoun, ha rôed en deûz d’id da voéd ar mann, péhini a oa dizanaf d’id ha d’az tadou ; évit ma tiskouéché d’id pénaoz n’eo két gan̄t bara hép-kén é vév ann dén, hôgen gan̄t pép gér a zeû er-méaz eûz a c’hénou Doué.

4. Ann diḻad gan̄t péré é oaz gôlôet n’in̄t két bét koazet gan̄d ann amzer, ha da droad né két bét brévet, ha chétu ann daou-ugen̄tved blôaz.

5. Sonch éta enn da galoun pénaoz, ével ma tesk ann dén he vâb hé-unan, evel-sé en deûz da zesket ann Aotrou da Zoué ;

6. Évit ma viri gourchémennou ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzi enn hé hen̄chou, ha ma touji anézhan̄.

7. Râg ann Aotrou da Zoué az lakai da von̄t enn eunn douar mâd, eunn douar a c’houériou, hag a zouréier, hag a feun̄teûniou ; é péhini aien ar steriou a darz er gompezennou hag er ménésiou ;

8. Douar gwiniz, heiz, ha gwini, é péhini é tiwan ar gwéz-fiez, ar gwéz-grénad, hag ar gwéz-olived ; douar éôl ha mél ;

9. É péhini é tebri da vara hép diénez é-béd, hag é founni é pép trâ ; é péhini ar vein a zô houarn, hag é tenneur ann arem eûz hé vénésiou :

10. Évit, pa’z pézô debret ha pa’z pézô da walc’h, ma vennigi ann Aotrou da Zoué évid ann douar mâd-meûrbéd en deûz rôet d’id.

11. Mîr ha diwal na an̄kounac’hai bikenn ann Aotrou da Zoué, ha na zeûjez da zilézel hé gélennou, hag hé varnédigézou, hag hé lidou, a c’hourc’hémennann d’id hiriô :

12. Gan̄d aoun, goudé m’az pézô